Mabinogi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14: Linenn 14:
==An anv==
==An anv==
[[Skeudenn:Pwyll hela(Guest).jpg|thumb|260px|Pwyll o chaseal, hervez levr [[Lady Guest]].]]
[[Skeudenn:Pwyll hela(Guest).jpg|thumb|260px|Pwyll o chaseal, hervez levr [[Lady Guest]].]]
Kentañ tro mavoe kavet ar ger a voe e 1795 , e-barzh ''Cambrian Register'' William Owen Pughe : "The Mabinogion, or Juvenile Amusements, being Ancient Welsh Romances."<br />
Adkemeret e voe gant [[Charlotte Guest]] en he levr ''The Mabinogion'', dastumad unnek kontadenn troet ganti diwar ar c'hrenngembraek.
Dont a ra an anv ''Mabinogion'', un anv [[lies]], eus Mabinogi, ur ger krenngembraek. Fallgomprenet e oa bet gant Charlotte Guest ar ger ''mabynogion'' (ha ne gaver nemet ur wech, e skrid danevell [[Pwyll]] hag e daouzornskrid).
Dont a ra an anv ''Mabinogion'', un anv [[lies]], eus Mabinogi, ur ger krenngembraek. Fallgomprenet e oa bet gant Charlotte Guest ar ger ''mabynogion'' (ha ne gaver nemet ur wech, e skrid danevell [[Pwyll]] hag e daouzornskrid).


Meur a zisplegadenn zo bet roet.
Meur a zisplegadenn zo bet roet.
Dont a rafe ar ger eus an doue [[Mabon]] (a oa [[Maponos]] en [[Galia]]), a zo meneg anezhañ e danevell ''[[Kulhwch hag Olwen]]''.
Dont a rafe ar ger eus an doue [[Mabon]] (a oa [[Maponos]] en [[Galia]]), a zo meneg anezhañ e danevell ''[[Kulhwch hag Olwen]]''.

<!--
The form ''mabynnogyon'' does indeed occur at the end of the first tale, but it is now generally agreed that this is a scribal error that was assumed to be the plural of the [[Welsh language|Welsh]] word ''mabinogi'', which occurs correctly at the end of the remaining three of the Four Branches. The word ''mabinogi'' itself is something of a puzzle, although it is ultimately related to the Welsh ''mab'', which means "son, boy". Professor [[Eric P. Hamp]], however, suggests that ''mabinogi'' derives from the name of the Celtic deity [[Maponos]] ("the Divine Son"), and originally referred to materials pertaining to that god. Strictly speaking, "Mabinogi" applies only to the Four Branches (see below), which are speculated to have derived from older tradition. Each of these four tales ends with a colophon meaning "thus ends this branch of the Mabinogi" (in various spellings), hence the name.

-->


==Roll an danevelloù==
==Roll an danevelloù==

Stumm eus an 13 Her 2008 da 02:09

Danevelloù kembraek eo ar Mabinogi, pe Mabinogion, brudet abaoe embannadur levr Charlotte Guest, The Mabinogion, kroget e 1837.

Komz a reer ivez eus Pedair cainc y Mabinogi, hervez o anv kembraek, pe eus Pevar skourr ar Mabinogi, anv al levr embannet e brezhoneg.
Peder danevell int (hag a vez graet 'chwedl', pe 'cyfarwyddyd', anezho e kembraeg) hag a zo skrivet e krenngembraeg, an anv a vez graet eus ar yezh etre an XIIvet kantved hag ar XVIvet, ha kavet int bet e dornskridoù kembraek kozh.

Kaoz zo enne eus kredennoù ha mojennoù kozh ar vro, en Henamzer ar Gelted, a-raok ar gristeniezh, da lavarout eo a-raok ar VIvet kantved da vihanañ. Da neuze e vefe anv, e skridoù eus an XIIvet kantved, eus mojennoù a oa bev-mat c'hoazh 600 vloaz a-raok, hag a zo bet savet meur a gantved c'hoazh a-raok moarvat. Daoust da se, mont betek lavarout int ken kozh ha skridoù Homeros, n'eo diazezet nemet war ar faltazi. Met gwir eo n'haller ket bloaziañ ar re goshañ en un dore resis.

Roud eus ar mojennoù-se a gaver ivez er yezhoù keltiek all, en danevelloù iwerzhonek dreist-holl, en anvioù galianek ivez.

Peurvuiañ e vez staget outo danevelloù all, hag a denn kentoc'h da vojenn Arzhur, aesoc'h o bloaziañ, ha n'hallont ket bezañ ken kozh eta, hag a zo enno koulskoude un dasson eus amzerioù koshoc'h ivez.


An anv

Pwyll o chaseal, hervez levr Lady Guest.

Kentañ tro mavoe kavet ar ger a voe e 1795 , e-barzh Cambrian Register William Owen Pughe : "The Mabinogion, or Juvenile Amusements, being Ancient Welsh Romances."
Adkemeret e voe gant Charlotte Guest en he levr The Mabinogion, dastumad unnek kontadenn troet ganti diwar ar c'hrenngembraek. Dont a ra an anv Mabinogion, un anv lies, eus Mabinogi, ur ger krenngembraek. Fallgomprenet e oa bet gant Charlotte Guest ar ger mabynogion (ha ne gaver nemet ur wech, e skrid danevell Pwyll hag e daouzornskrid).

Meur a zisplegadenn zo bet roet. Dont a rafe ar ger eus an doue Mabon (a oa Maponos en Galia), a zo meneg anezhañ e danevell Kulhwch hag Olwen.


Roll an danevelloù

Tri seurt danevelloù a weler e levr Charlotte Guest.

  • ar peder a denn d'an Henamzer vrezhon, hag a vez anvet Pevar Skourr ar Mabinogi;
  • armojennoù a denn d'ar Roue Arzhur
  • an Tri Romant, awenet marte gant oberennoù Chrétien de Troyes.

Ar Pevar skour

Sede anv ar peder danevell, Pevar Skourr ar Mabinogi:

Danevelloù arzhurian

Pemp kontadenn all zo bet lakaet e levr Charlotte Guest :

  • Breuddwyd Macsen Wledig ( Hunvre Macsen), diwar-bouez an impalaer roman Magnus Maximus
  • Lludd a Llefelys (Lludd ha Llevelys)
  • Culhwch ac Olwen (Kulhwch hag Olwen)
  • Breuddwyd Rhonabwy ( Hunvre Rhonabwy)
  • Hanes Taliesin ( Kontadenn Taliesin), ur pezh nevesoc'h, ha ne gaver e hini ebet eus al Levrioù Gwenn pe Ruz, ha ne vez ket embannet ken en troidigezhioù a vremañ.

Gant Culhwch ac Olwen ha Breuddwyd Rhonabwy ez eus bet lakaet meur a lenneg da drelatiñ, abalamour d'an elfennoù "arzhurian" a zo enne.

An Tri Romant

Teir danevell all zo anvet ivez Y Tair Rhamant hag a denn da oberennoù Chrétien de Troyes.

Dornskridoù

Mammenn ar Mabinogion eo an daou zornskrid a zo anvet

Kavout a reer enne elfennoù a zo kar d'ar re a gaver e mojennoù Iwerzhon, pezh a ziskouez int gwall gozh; da skouer an darempredoù etre an drouiz hag ar roue, dleadoù ar roue, ar bed all, ar brezel, al labour-dorn. Hervez tud evel Christian-J. Guyonvarc'h ha Françoise Le Roux e vije ret gwelout aze gweledigezh ar bed gant an Indoeuropeiz, hervez ma oa displeget gant Georges Dumézil. A-wechoù avat e vez un tamm liv kristen da lod eus an danevelloù, hogen diwar-c'horre.

Guest, Kervarker, Loth

Da vare ar Romantelezh hag an doug d'ar Geltelezh, en XIXvet kantved, pe vrizhkeltelezh, e voe graet un embannadur saoznek gant Charlotte Guest etre 1838 ha 1849. Tammoù a voe troet e galleg gant Kervarker, met gant Joseph Loth e voe graet an embannadur kentañ en e hed.


Levrioù

-e brezhoneg

-e kembraeg

-e galleg

-e saozneg


Liammoù

Notennoù

Patrom:References