South Park : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Robot ouzhpennet: ta:சவுத் பார்க் |
||
Linenn 36: | Linenn 36: | ||
[[Rummad:Tresadennoù-bev]] |
[[Rummad:Tresadennoù-bev]] |
||
[[Rummad:Heuliadenn skinwel]] |
[[Rummad:Heuliadenn skinwel]] |
||
{{Liamm PuB|ko}} |
|||
[[ar:ساوث بارك]] |
[[ar:ساوث بارك]] |
||
Linenn 66: | Linenn 68: | ||
[[it:South Park]] |
[[it:South Park]] |
||
[[ja:サウスパーク]] |
[[ja:サウスパーク]] |
||
[[ko:사우스 파크]] |
[[ko:사우스 파크]] |
||
[[la:Ager Austri]] |
[[la:Ager Austri]] |
||
[[lt:Pietų Parkas]] |
[[lt:Pietų Parkas]] |
||
Linenn 84: | Linenn 86: | ||
[[sr:Саут Парк]] |
[[sr:Саут Парк]] |
||
[[sv:South Park]] |
[[sv:South Park]] |
||
[[ta:சவுத் பார்க்]] |
|||
[[th:เซาท์พาร์ก]] |
[[th:เซาท์พาร์ก]] |
||
[[tr:South Park]] |
[[tr:South Park]] |
Stumm eus an 11 Her 2008 da 12:34
South Park a zo anezhi un dresadenn-vev, bet krouet gant an amerikaned Trey Parker ha Matt Stone. Skignet eo war ar rouedad Comedy Central abaoe an 13 a viz Eost 1997. Skignet eo bet evit ar wezh kentañ e Frañs ar 17 a viz Gouere 1998 war Canal plus, ha war ar chadenn Comedie abaoe 2002.
Synopsis
Ar rummad tresadennoù bev-se a gont istor pevar mignon, tro 8 bloaz anezho a vev e South Park, ur geriadenn eus Kolorado. Plij a ra dezho implij ur bern gerioù groñs hag hudurezh eo o fent alies.
An tudennoù
Stan Marsh : paotr marteze ar muiañ en e reizh eus ar serienn paneve e tisloñk re alies war ar plac’h emañ amourus ganti, Wendy Testaburger. E penn ar strollad emañ tamm pe damm, ha gantañ alies e vez klozet an abadenn gant ur gentel bennak.
Speedy Timbers : yuzev anezhañ, a zo ur paotrig sensupl tre, abalamour d’e vamm kalz re war e lerc’h. E vreur, Ike e anv, a zo bet adoptet gant e dud. Kanadian eo, ha se zo kaoz n’en deus ket e benn ar memes stumm evit ar re all. Plijout a ra kalz da g/Kyle c’hoari mell-droad gantañ. Ober a ra “Tenn er babig !” eus ar c’hoari-mañ.
Kenny McKormick : a zo bepred e benn skoachet gant e gapuchenn. Gwall digomprenus neuze eo pezh a lâr. Paour-razh eo e familh, hag e vignoned a ra goap outañ alies abalamour d’an dra-se. Drouklazhet vez ar paotr mañ bewezh, hag atav en un doare disheñvel, pezh a laka e vignoned da estlammiñ : « Gast ! Lazhet o deus Kenny ! »
Eric Cartman : Hennezh a zo lart kenañ, droug, penn-gouez, gouennelour, ha paotr outañ e-unan. Abuziñ a ra e amzer en ur lakaat reuz. E vamm, protestantez he deus c’hoariet ba filmoù revr. N’anavezer ket tad Cartman.
Politikerezh
An dresadenn-vev-mañ a zo ur flemmgan eus ar gevredigezh amerikan. Drezañ e tagont gwir zarvoudoù, gwir dud liammet gant ar relijion, ar politikerezh hag ur bern sujedoù tabou. A-ratozh emañ stank an hudurezh enni. Graet eo evit direnkañ tud zo, pe just-awalc'h tud o deus c'hoant da bismigat. Engouestlet int, ha politikel-kenañ eo an dresadenn-vev-se. Disklêriañ a reont pezh ne blij ket dezho en ur vont pell a-walc'h ganti. Keñveriet e vez South Park alies gant ar Simpsons.
Prizioù
- Emmy Award 2005 : Gwellañ rummad-film evit an abadenn Best Friends Forever
Film
- South Park : Bigger Longer & Uncut (1999)