Moger : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ar:جدار, lt:Atitvara
lemel ur rummad goullo
Linenn 1: Linenn 1:
[[Rummad:mañsonerezh]]
[[Rummad:tisaverezh]]
[[Rummad:tisaverezh]]
[[Rummad:tier]]
[[Rummad:tier]]

Stumm eus an 11 Her 2008 da 02:59


Ur voger (liester : mogerioù) a zo un dra solut savet da ober un disparti en ul lec'h. Un oberenn vañsonerezh e vez peurvuiañ, dezhi un uhelded hag ul ledanded liesseurt ha graet e c'hell bezañ gant meur a vateri (maen, prenn, brikenn, betoñs, ardilh...).
Gaet e c'hell bezañ gant mein berniet gant aket, ur voger maen sec'h eo. Met peurvuiañ e vez implijet ur strobadur (simant, pri-raz) evit delc'her ar mein pe ar blokoù betoñs asamblez. A wechoù e vez graet mogerioù unpezh gant ar betoñs.

Moger brikennoù

Talvoudegezh

Mogerioù war ar maez e Iwerzhon

Er savadurioù (tiez pe savadurioù uhel) e vez savet ar mogerioù evit krouiñ ar c'hostezioù (pevar gostez peurvuiañ) hag ar pezhioù-ti e-barzh. Evit dougen ar solieroù hag an toennoù e vezont savet, nemet pa vez staget ar mogerioù-rideoz ouzh frammadur diabarzh ar savadur uhel-tre (ar skraberioù-oabl da skouer).
P'eo tanav ar mogerioù diabarzh e vez kaozh eus speurennoù e prenn, e plastr, e betoñs.

Pa vez savet mogerioù dindan an amzer e intenter lakaat un disparti etre daou spas digor ken e vez krouet un vevenn surentez war unan eus an tuioù. Evit diwall ma ne ya ket loened ha dud e lec'hioù zo e vezont savet ivez.
Savet e vez mogerioù evit bezañ gwarezet ouzh fenomennoù naturel evel an dour, an avel pe an heol pe ouzh an trouz (moger eneptrouz).

Seurtoù mogerioù

Pa ne vez graet ar voger e diabarzh un ti evit dougen, met evit rannañ pezhioù hepken e komzer eus speurenn. Neuze e vez graet gant danvez skañvoc'h eger mein, ha peurliesañ gant brikez skañv, a-wechoù plakennoù plastr etre div follenn kartoñs, anvet plakoplastr.

Mogerioù a bep seurt

Moger avez graet eus traoù damheñvel ouzh ur voger mein;


Mogerioù bras

Restr:Great Wall of China at MuTianY by joanho 2.jpg
Moger Vras Sina


Gerdarzh

Eus ar ger latin, maceria e teu moger. Sell ouzh magoer e gwenedeg.

  • Mogeriañ ur gêr zo sevel ur voger en-dro dezhi.