Nymphadora Tonks : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: tr:Nymphadora Tonks
D Robot ouzhpennet: da:Nymphadora Tonks
Linenn 75: Linenn 75:
[[bs:Nymphadora Tonks]]
[[bs:Nymphadora Tonks]]
[[cs:Nymfadora Tonksová]]
[[cs:Nymfadora Tonksová]]
[[da:Nymphadora Tonks]]
[[de:Figuren der Harry-Potter-Romane#Nymphadora Tonks]]
[[de:Figuren der Harry-Potter-Romane#Nymphadora Tonks]]
[[en:Order of the Phoenix (organisation)#Nymphadora Tonks]]
[[en:Order of the Phoenix (organisation)#Nymphadora Tonks]]

Stumm eus an 9 Her 2008 da 05:17

Nymphadora Tonks zo ur sorserez eus romantoù Harry Potter, skrivet gant J. K. Rowling. Ezel e oa eus ar c'hoskoriad anvet Hufflepuff e skol Hogwarts. Labourat a ra bremañ evel auror evit maodierndi an hudouriezh hag ezel eo eus Urzh ar Feniks. Ne blij ket dezhi hec'h anv-badez, Nymphadora. Mont a reer outi eta dre he anv familh, Tonks.

Kaoz zo anezhi adalek trede chabistr ar pempvet levrenn, Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the order of the Phoenix). C'hoariet e vez he roll gant an aktourez : Natalia Tena.

Evit mont pelloc'h

Ganet eo bet Nymphadora Tonks e 1973 moarvat. He zad zo ur sorser a orin "muggle", anvet Ted Tonks hag he mamm, Andromeda Black, zo ur genitervez da Sirius Black. Nymphadora Tonks zo ur sorserez he "gwad mesklet" eta (enebet d'ar re o "gwad glann"). Stumm ur galon zo d'he fenn, gant daoulagad du ha lufrus. Gouest eo da cheñch stumm he dremm pe liv he blev hag hini he daoulagad pa he dez c'hoant evel ar Metamorphomagused all. Da gustum e vez ros bubble-gum he blev. O liv naturel zo gell marteze. Er filmoù e vezont mouk. Dont a reont da vezañ ruz pa ya droug enni.

Nymphadora Tonks a oa ur plac'hig hepken e-pad ar brezel kentañ a-enep Lord Voldemort. Studiet he deus e Hogwarts, er c'hoskoriad Hufflepuff. E-pad e studioù n'eo ket bet prefed evit he c'hoskoriad, ne oa ket sirius a-walc'h kredapl daoust dezhi da gaout notennoù mat moarvat rak deuet eo da vezañ aurorez goude bezañ tremenet seiz bloavezh e Hogwarts.

Teir bloavezh studi zo c'hoazh evit dont da vezañ auror.

'Dora Tonks el levrioù

Harry Potter and the Order of the Phoenix

Anavezet on eus N.Tonks el levr mañ. E-penn kentañ on eus gouezet e oa hi o labourat "Urzh ar Feniks" hag un Auror plijus. D'un doare ofisiel ez eo Tonks ha Kingsley Shacklebolt o labourat dindan urzhioù ar minister a-enep d'an Death eaters ha da Sirius Black. Evit Tonks ha Shacklebolt e chomo kuzh ar pezh a sonjont dirak ar minister, hag evit an "enep Dumbledore polis" e vint ofisielamant.

N.Tonks a vo amañ da sikour Harry Potter evit mont betek Porzh-houarn King's Cross gant izili all eus an Urzh.

Adkavet e vo Tonks e stourm a-enep d'an Death eater er minister asambles gant Alastor Moody, Sirius Black, Remus Lupin, Kingsley Shacklebolt hag Albus Dumbledore. Gloazet eo bel gant Bellatrix Lestrange ha kaset betek St. Mungo's

Harry Potter and the Half-Blood Prince

Er c'hwervet levr e vo adkavet Tonks e Hogsmeade (pré-au-lard), chom a raio tro--dro da Hogwarts. Harry a gav dezhan eo Tonk disheñvel diouzh boas, tristig eo. Ha n'eo ket e blev gant livioù fluo ken. Cheñchet eo ivez stumm he Patronus. Harry hag e mignoned a gred eo dibaoe marv Sirius Black eo Tonks tristig. Lavarout a reont ivez e oa marteze amourouz dioutañ. Klask a ra ivez Molly Weasley reiñ nerzh dezhi en-dro. Goude marv Dumbledore on eus gouezet e oa dre fazi Remus Lupin ma hi mod-se, karantez en oa evitañ. Gant e patronus e oa stumm ur wolf. Lupin n'oa aon mont ganti rak un hanter-wolf eo eñ, n'en oa ket c'hoant bezañ undañjer eviti. E pap interamant Dumbledore eo bet gwellet Tonks ha Lupin dorn ha dorn. Nerzh ha laouennidigezh a oa gant Tonks en-dro.

Harry Potter and the Deathly Hallows

Er seizvet levr e vo Tonks asambles gant daouzek re all eus "urzh ar feniks", deuet da gemer Harry Potter evit kad anezhan d'eus ti an Dursley betek ti Ar re Weasley, the Burrow. A-raok mont kuit eus ti ar re Dursley, e lavaro Tonks eo hi dimezet gant Remus Lupin. Nijal a raio gant Ron Weasley, ho taou dindan tres Harry Potter, graet gant Polyjuice Potion, evit m'ho dija an Death eaters diaesterioù da gavout an Harry Potter gwirion.

Pelloc'h el levr e lavaro Lupin d'an holl, eo Tonks dougerezh. Anv ar babig a vo Teddy Lupin, anv e zad-kozh. Remus ha Tonks a tibabo Harry evel paeron. Teddy a zo metamorphmagus evel e vamm.

E-kerzh emgann Hogwarts eo lazhet Tonks gant Bellatrix Lestrange ha Remus Lupin gant Dolohov. Teddy a vo neuze un emzivad met desavet e vo gant Andromeda Tonks.

He c'herent hag he anaouedegezhioù

Evit ar familh Black e oa dizenorus eurediñ gant ur muggle, eviti a oa "glann he gwad" hag evite dreis-holl ... Abalamour da se e oa bet skarzhet Andromeda Black eus gwezenn-lignez he familh[1]. Ha Nymphadora a zo bet lakaet a-gostez gant ar re Vlack o deus heug outi.

Andromeda zo ivez ur genitervez da Sirius Black zo bet tennet eus gwezenn-lignez ar familh ivez. Sirius a lavar e oa Andromeda unan eus e genitervezed a gare ar muiañ[2]. C'hoarezed Andromeda eo Narcissa Malefoy ha Bellatrix Lestrange. Lucius Malefoy ha Rodolphus Lestrange a zo eontred evit Tonks eta ha Draco Malefoy zo he c'henderv. Met ne zarempredont ket an eil re ar re all ken abalamour d'o mennnozhioù.

Andromeda Black ha Ted Tonks n'ho deus bet bugale all ebet met Tonks he deus kavet un doare c'hoarig, Ginny Weasley. En em glevout a reont mat o-div. N. Tonks zo amourous eus Remus Lupin. Asambles e vezont gwelet er C'hwec'hvet levrenn.

Lupin ha Tonks a vez dimezet er seizvet levr hag ur mad o deus, anvet Teddy Tonks. Nymphadora Tonks, Remus Lupin ha Ted Tonks a z'aio da anaon er seizvet levr. E unan e chomo Teddy gant Andromeda Tonks, Harry Potter a vo paeron dezhan.

En epilog e vez gouezet eo Teddy Tonks e karantez gant Victoire Weasley, merc'h da V/Bill Weasley ha Fleur Delacour.

Er sinema

Tonks a zo c'hoariet gant Natalia Tena er film Harry Potter and the Order of the Phoenix zo aet er-maez d'an 11 a viz Gouere 2007. Siwazh ne weler Tonks nemet e penn-kentañ ar film.



Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the order of the Phoenix)
  2. Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the order of the Phoenix)