Keheder : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: szl:Růwńik
D Robot ouzhpennet: cv:Экватор
Linenn 55: Linenn 55:
[[ca:Línia equatorial]]
[[ca:Línia equatorial]]
[[cs:Rovník]]
[[cs:Rovník]]
[[cv:Экватор]]
[[cy:Cyhydedd]]
[[cy:Cyhydedd]]
[[da:Ækvator]]
[[da:Ækvator]]

Stumm eus an 4 Her 2008 da 14:28


Ar c'heheder a zo ur c'helc'h faltazius treset war ur blanedenn pe un dra steredoniel ken e chom atav war hanter an hent etre ar poloù. Rannet e vez ar blanedenn etre un hemisferenn norzh hag un hemisferenn su.
Diwar an termenadur eo 0° da ledred ar c'heheder. Kelc'h keheder ar Voull-Douar a zo war-dro 40 075 km hed.

E-touez ar pemp kelc'h led jedet diwar al liamm etre troiadur an Douar ha tresad e orbit tro-dro d'an Heol eo ar c'heheder hag ivez al ledred nemetañ dezhañ tres ur c'helc'h bras-tre.

Oc'h ober e dilec'hiañ mareel en neñvoù a dremen just a-us d'ar c'heheder div wech pep bloaz er boentenn vernel e miz Meurzh hag e Keided ar fall-amzer e miz Gwengolo. D'an 21 a viz Meuzh ha d'an 21 a viz Gwengolo e kouezh sonn hag a-serzh d'an Douar bannoù an Heol.

War ar c'heheder e sav hag e kouezh an Heol dindan munutennoù nemetken. Padout a ra goulou an deizh kement hag an noz pa cheñch padelezh div lodenn an devezh e takadoù en Norzh hag er Su d'ar c'heheder.

Hin ar c'heheder

E takad an trovanoù m'emañ ar c'heheder e-kreiz anezho ez eus daou vare-amzer, unan gleb hag unan sec'h, met tost d'ar c'heheder ez eus glaveier bemdez. Koulskoude e kaver diforc'hioù er mareou-amzer diwar an uhelded ha nester ar meurvorioù.

E toloeadoù touristel e weler panelloù-hent o verkañ m'emañ tres ar c'heheder di

War hed ar c'heheder e kaver meurvorioù peurvuiañ.

Uhelañ lec'h war ar c'heheder a zo 4,690 m uhelded 77°59′31" W war dinaoù Su ar Volcán Cayambe (kern : 5 790 m) en Ecuador ken eo al lec'h nemetañ ma tremen linenn ar c'heheder war an erc'h.

Riezoù ha broioù ma tremen ar c'heheder enno

Tremen a ra ar c'heheder dre diriad pe zourioù tiriadel 14 bro. Eus 0 hedred (Kornôg Afrika) etrezek ar Reter :

Afrika

Azia

Oseania

Amerika ar Su

Kontrol d'e anv, n'eus lec'h ebet e Ginea ar C'heheder hag a zo treuziet gant ar C'heheder. Koulskoude emañ e enezenn Annobón 100 miloù (unanenn hirder angl-ha-saoz) e Su an c'heheder hag emañ rest ar vro en Norz.