Lev (muzul) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: uz:Liga (uzunlik birligi)
Linenn 10: Linenn 10:
*leviata : beajiñ da bell
*leviata : beajiñ da bell
*leviad : hedad al lev
*leviad : hedad al lev
*[[bannlev]] : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e Bro-C'hall e veze paet tailhoù bihannoc'h dindan 4 lev tro-dro da [[Pariz|Bariz]].
*[[bannlev]] : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e [[Bro-C'hall]] e veze paet tailhoù bihanoc'h dindan 4 lev tro-dro da [[Pariz|Bariz]].
*kardlev : kard al lev
*kardlev : ur c'hard eus ul lev, da lavarout eo 4 c'hilometr


[[de:Legua]]
[[de:Legua]]

Stumm eus an 2 Her 2008 da 13:44


Un unanenn hed kozh eo al lev (reizh benel, liester levioù, eus al latin leuca deuet eus ar galianeg). Implijet e veze e meur a vro e Europa ha Suamerika. Talvezout a rae al lev-post etre 3 ha 6 kilometrad. Met hedoù liesseut a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. Er 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E Breizh e talveze al lev 4 800 metr evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev vor, houmañ 3 wech ur mil mor (5,516 m).

E 1791 e tivizas Bodadeg Vonreizhañ broadel gall e vo graet gant reizhiad ar metr ken e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.

E Breizh e vez kavet anvioù-lec'h gant lev enno. Div traezhenn hir kenañ a vez anvet al Lev-Draezh : unan e foñs Bae Douarnenez e kumunioù Ploudiern ha Sant-Vik hag an eil e Kornôg Bro-Dreger e kumunioù Plistin ha Lokmikael-an-Traezh.

Gerioù deveret

  • leviata : beajiñ da bell
  • leviad : hedad al lev
  • bannlev : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e Bro-C'hall e veze paet tailhoù bihanoc'h dindan 4 lev tro-dro da Bariz.
  • kardlev : ur c'hard eus ul lev, da lavarout eo 4 c'hilometr