Timbroù RSKS Treuzkaokazek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18: Linenn 18:


[[Rummad:RSKS Treuzkaokazek|Treuzkaokazek, Timbroù RSKS]]
[[Rummad:RSKS Treuzkaokazek|Treuzkaokazek, Timbroù RSKS]]
[[Rummad:Timbrouriezh|Treuzkaokazek, Timbroù RSKS]]
[[Rummad:Timbroù hervez ar vro|Treuzkaokazek, Timbroù RSKS]]

Stumm eus an 24 Gwe 2008 da 22:29

Kartenn an Treuzkaokaz

Emañ an Treuzkaokaz etre ar Mor Du ha Mor Kaspia, e hanternoz Iran ha Turkia. Rannet eo ar vro venezek-se gant Stadoù Armenia, Azerbaidjan ha Jorjia.

D’an 29 a viz Kerzu 1922 eo degemeret en Unaniezh Soviedel broioù Kaokaz ar Su, dindan an anv a ha “Republik Sokialour Kevredek Soviedel Treuzkaokazek”, war-bouez un tamm mat eus tiriad Armenia hag a gouezh etre daouarn Turkia. Berrbad e vo avat, rak e 1936 e vo rannet ar rannvro e teir lodenn a yelo d’ober Republikoù Sokialour Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan.

Timbr 1923
Timbr 1923

Krog eo ar Republik Treuzkaokazek da embann timbroù e 1923. Timbroù Rusia pe Armenia int, soulgarget gant ur steredenn, en he c’hreiz al lizherennoù З С Ф С Р a dalv kement ha “Republik Sokialour Kevredek Soviedel Treuzkaokazek” e rusianeg. Ur rummad gouestlet d’ar menez Ararat ha d’ar puñsoù tir-eoul a vo embannet e 1923, gant ur dalvoudegezh-werzh e roubl pe e Kopek-aour. An timbr diwezhañ zo soulgarget gant « 700 000 РУБ ».

Timbroù an Unaniezh Soviedel a vo implijet adalek 1924 betek ma vo dizalc’h republikoù ar C’haokaz.