Herve : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: en:Saint Hervé, he:הרבאוס
Linenn 23: Linenn 23:
[[Rummad:Marvioù 568]]
[[Rummad:Marvioù 568]]


[[en:Saint Hervé]]
[[fr:Saint Hervé]]
[[fr:Saint Hervé]]
[[he:הרבאוס]]

Stumm eus an 22 Gwe 2008 da 20:29

Herve zo unan eus sent vrezhon ar VIvet kantved.

Mab e vije bet da Houarvian, ur barzh eus Enez Vreizh dimezet da Riwanon, eus Arvorig. Ganet dall e oa bet, e Gwitevede, war-dro 525. Abred e varvas e dad ha mont a reas e vamm pell dioutañ. En em gavout a reas ar paotrig gant e eontr, sant Urfol, e Plouvien. Goude e studioù e vevas Herve en ur peniti e Treouergad, e-pad ur pennad, gant ur bleiz doñvaet gantañ1. Buan avat e voe diskibled ouzh e heul. Sevel a reas ur manati e-kichen Plouider, en ul lec'h a voe anvet diwezhatoc'h Lanhouarne, diwar e anv (Houarnev = Herve). Mervel a reas en e vanati e 568 pe 575. Kaset e voe e relegoù da Vrest, e 878, gant aon rak tagadennoù ar Vikinged, ha goude se da Naoned. Kollet e voent da vare an Dispac'h gall.

Bras eo e vrud e Breizh. Patron ar varzhed hag ar sonerien eo sant Herve, rak barzh e oa evel e dad. Gantañ e vije bet savet Kantik ar baradoz2.

Pedet e vez a-enep kleñvedoù an daoulagad hag a-enep ar bleizi. Enoret e vez e parrez Sant-Herve, e-kichen Uzel, hag ivez e Lanhouarne, e Bro-Leon. Lidet e vez e ouel d’ar 17 a viz Mezheven.


1 Hervez ar richenn e vije bet debret azen sant Herve gant ur bleiz, pa oa o stlejañ un arar. War urzh ar sant e teuas ar bleiz da gemer plas an azen, da sikour Herve da echuiñ arat an douar.

2 "Kantik ar Baradoz"

Liammoù diavaez