Pleg-mor Bengal : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : 250px|right| Pleg-mor Bengal '''Pleg-mor Bengal''' (e banglaeg বঙ্গোপসাগর, ''Bangópaságara'', en hindieg बंगा...
 
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 38: Linenn 38:
[[lt:Bengalijos įlanka]]
[[lt:Bengalijos įlanka]]
[[mk:Бенгалски залив]]
[[mk:Бенгалски залив]]
[[ml:ബംഗാള്‍ ഉള്‍ക്കടല്‍]]
[[ml:ബംഗാള് ഉള്ക്കടല്]]
[[mr:बंगालचा उपसागर]]
[[mr:बंगालचा उपसागर]]
[[nl:Golf van Bengalen]]
[[nl:Golf van Bengalen]]

Stumm eus an 13 Gwe 2008 da 21:43

Pleg-mor Bengal
Pleg-mor Bengal

Pleg-mor Bengal (e banglaeg বঙ্গোপসাগর, Bangópaságara, en hindieg बंगाल की खाड़ी, Bangála kí kháda, e telougoueg బంగాళాఖాతం, Bangálákhátam, e tamileg வங்காள விரிகுடா, Vankála virikutá, e saozneg Bay of Bengal) zo ul lodenn eus Meurvor Indez, e stumm un tric'horn, bevennet er c’hornôg gant Sri Lanka hag India, en hanternoz gant Bangladesh, er reter gant Birmania ha ledenez Malezia. E mervent Pleg-mor Bengal emañ enez Sri Lanka hag er gevred emañ an enezegoù Andaman ha Nikobar.

Kalz eus stêrioù India, a ya o dourioù war-zu ar reter, en em daol e Pleg-mor Bengal : en hanternoz ar Ganga, ar Meghna hag ar Brahmaputra, hag er c’hreisteiz ar Mahanadi, ar Godavari, ar stêr Krishna hag ar stêr Kaveri. Ur goadeg manglez vras, ar Sundarban, a gaver en delta stummet gant ar Ganga, ar Brahmaputra hag ar Meghna. Ar stêr Irrawaddy, e Birmania, en em daol e Pleg-mor Bengal ivez.

Porzhioù-mor bras zo war aodoù Pleg-mor Bengal : Chennai (anvet Madras gwechall), Vishakhapatnam, Chittagong, Kolkata (anvet Calcutta gwechall) ha Puducherry.