Kellig : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Lien AdQ pour mk:Клетка
D Robot kemmet: id:Sel (Biologi)
Linenn 156: Linenn 156:


{{Liamm PuB|vi}}
{{Liamm PuB|vi}}

{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|ka}}
{{Liamm PuB|mk}}


[[ar:خلية]]
[[ar:خلية]]
Linenn 170: Linenn 174:
[[en:Cell (biology)]]
[[en:Cell (biology)]]
[[eo:Biologia ĉelo]]
[[eo:Biologia ĉelo]]
[[es:Célula]] {{Liamm PuB|es}}
[[es:Célula]]
[[et:Rakk]]
[[et:Rakk]]
[[eu:Zelula]]
[[eu:Zelula]]
Linenn 184: Linenn 188:
[[hu:Sejt]]
[[hu:Sejt]]
[[ia:Cellula (biologia)]]
[[ia:Cellula (biologia)]]
[[id:Sel (biologi)]]
[[id:Sel (Biologi)]]
[[io:Celulo]]
[[io:Celulo]]
[[is:Fruma]]
[[is:Fruma]]
Linenn 190: Linenn 194:
[[ja:細胞]]
[[ja:細胞]]
[[jbo:ji'esle]]
[[jbo:ji'esle]]
[[ka:უჯრედი]] {{Liamm PuB|ka}}
[[ka:უჯრედი]]
[[kn:ಜೀವ ಕಣ]]
[[kn:ಜೀವ ಕಣ]]
[[ko:세포]]
[[ko:세포]]
Linenn 197: Linenn 201:
[[lt:Ląstelė]]
[[lt:Ląstelė]]
[[lv:Šūna]]
[[lv:Šūna]]
[[mk:Клетка]] {{Liamm PuB|mk}}
[[mk:Клетка]]
[[mn:Эс]]
[[mn:Эс]]
[[ms:Sel (biologi)]]
[[ms:Sel (biologi)]]

Stumm eus an 13 Gwe 2008 da 02:56

Ar mennozh kentañ a vez gant an dud a zo e vez savet pep organeg ganto ha diwarno evel ma vez savet un ti gant brikennoù ; n'eo ket ur mennozh faos met pep brikenn eus an ti ne vez enni holl dalvoudoù na holl berzhioù an ti e-unan evel ma vez gant ar gellig. Gwelloc'h e vefe tostaat ar gellig eus ur boud en ur strollad pe gwelloc'h c'hoazh eus an den er gevredigezh gant an holl berzhioù, magañ, gouennañ ha daremprediñ.


Kelligoù epitetial. Emañ danvez an TDN en gwer, hag an neudennoù keratin en ruz.

Ar gellig (e latin cellula, a dalv kement ha kambrig ) eo an unvezenn framm, mont-en-dro ha gouennañ hag a ya d'ober an hollad, pe ul lodenn, eus pep tra vev, pep bevegan. Pep kellig zo ur beveganig, ha pa vez en un organeg lieskellek ez a en-dro en un doare emren, nemet e kenaoz gant ar re all. Bodet eo ar c'helligoù heñveldoare er gwiadoù, hag ar gwiadoù bodet a ya d'ober organoù.


Dont a ra an anv eus he neuz, hañval a-hervez ouzh kellig ur manac'h : Pa vez sellet ouzh gwiadoù boudoù-bev gant ur mikroskop e teu anat e vezont brikennoù ar vuhez (o framm).


Unvaniezh ar boudoù-bev a denn he arguzenn gentañ eus bezañs ar c'helligoù o sevel pep bevegan : Pep kellig a zo savet diwar ur framm hag ur metou diabarzh boutin ; kempouezet a vez dibaouez hemañ (homeostasiezh ar metou diabarzh) evit ma vefe spletus evit buhez, mont-en-dro ha gouennadur ar gellig.

Istorig ar mennozh

Tresadenn-evezhiañ "kelligoù" ruskenn ur wezenn evezhiet gant Robert Hooke e 1665.
  • 1665 : Evezhiañ a ra Robert Hooke kelligoù marv Lej, tennañ a ra o neuz eus kelligoù ur ruskenn gwennan. Sellet a ra da c'houde kelligoù plantennoù bev zo a-drugarez d'ar c'hentañ mikroskopoù.
  • 1839 : Dizoloiñ ar a Theodor Schwann emañ an holl blantoù ha loened graet diwar kelligoù. Seveniñ a ra neuze ar mennozh emañ ar gellig unvezenn framm ha diorroadur ar vuhez, genel a ra diwar-se teorienn ar gellig diazez ar vuhez. E anv a roas da kelligoù Schwann.
  • Nac'het a vez ar ganedigezh diwar netra gantLouis Pasteur (1822-1895).
  • 1858 : Rudolf Virchow a embann e teu pep kellig deus rannadur kelligoù all (« omnis cellula ex cellula »), ar pezh a zo un doare all da venegiñ kudennadur ar vi hag ar yar.


Framm ar c'helligoù (korfadurezh)

Daou seurt a gelligoù a vez termenet diouzh ma vez pe get un nukleus enno :

Diforc'hioù pennañ etre kelligoù prokariotek hag eukariotek
  Prokarioted Eukarioted
skouerioù a rummadoù bakteri, arkeobakteri protist, fungus, plant, loened
ment ~ 1-10 µm ~ 10-100 µm
seurt a nukleus nukleoïd Nukleus gwirion bevennet gant ur c'holoenn
TDN e kelc'h (kromozom) molekulennoù eeun (kromozom) dalc'het gant proteinoù histon
TRN/sintezenn ar proteinoù er sitoplasm Sintezenn TRN en nukleus
sintezenn proteinoù er sitoplasm
Ribosom 23S+16S+5S 28S+18S+5,8S+5S
sitoplasm nebeud a struktur ennañ
Frammet-tre, organitennoù ennañ ha dalc'het gant ur sitokorf-eskern
Fiñvoù skourjezig savet diwar flagelin Skourjezig ha blevennigoù savet diwar tubulin
Metabolegezh anaerobiezh pe aerobiezh Peurvuiañ aerobiezh
Mitokondri hini ebet etre unan ha kalz anezho
Kloroplast hini ebet erbezhinhag er plant
Evezhiet o-unan pe e trevadennoù o-unan, trevadennoù, organegi savet diwar kelligoù arbenniget
Rannadur eeun Mitoz (liesadur kevatal)
Meioz (Produadur gametoù

Kellig eukariot

Korfadurezh ur gellig loenel eukariot.
1. Nukleol
2. Nukleus
3. Ribosom
4. klogorenn
5. Retikulom endoplasmek garv
6. Beñveg Golgi
7. Mikrotubul
8. Retikulom endoplasmek lintr
9. Mitokondri
10. Vakuolenn
11. Sitoplasm (leuniet gant ar sitozol)
12. Lizosom
13. Centrosom
  • Sitoplasm an eukarioted n'eo ket ken greunek hag hini ar prokarioted rak lod vrasañ o ribosomoù a zo stag ouzh ar retikulom endoplasmek.
  • Tennañ a ra ar goc'henn blasmek deus hini ar prokarioted war-bouez nebeut.
  • Pare selulosek ar plantoù a vez savet diwar polisakarid, seluloz dreist-holl.
  • Molekulennoù eeun an TDN a vez bodet tro-dro an histon pa dosta mare ar rannadur. Holl g/kromosomoù savet diwar-se a chom en nukleus, dispartiet eus ar sitoplasm gant ur c'holoenn. Un nebeud a organitennoù (mitokondri ha kloroplast a vez TDN enno.

|+ Korfadurezh ur gellig plantel eukariot.

[[Image:Plant_cell_structure_svg_labels.svg|thumb|400px|Cèl·lula vegetal

  a. Plasmodesm
b. koc'henn blasmek
c. Pare selulosek
1- kloroplast: d. Tilakoid; e. stroma
f. Vakuol
g. Tonoplast
h. Mitokondri
j. sitoplasma
k. klogorenn
l. retikulom endoplasmek garv
3- Nukleus: m. toullig an nukleus; n. Embolcall nuclear; o. Nukleol
p. [[Ribozom|Ribozom]retikulom endoplasmek garv
q. retikulom endoplasmek lintr
r. Klogorenn Golgi
s. Klogorenn Golgi
t. Neudennoù sitokorf-eskern

Patrom:Liamm PuB

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB