Yezhoù dravidek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: fr:Langues dravidiennes
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 16: Linenn 16:
===Yezhoù ar c'hreisteiz===
===Yezhoù ar c'hreisteiz===
* '''[[Tamileg]]'''
* '''[[Tamileg]]'''
* '''[[Kannadeg]]'''
* '''[[Kannadeg (yezh)|Kannadeg]]'''
* '''[[Malayalameg]]'''
* '''[[Malayalameg]]'''
* [[Touloueg]]
* [[Touloueg]]

Stumm eus an 12 Gwe 2008 da 11:53



Ar yezhoù dravidek a zo anezhe ur familh-yezhoù enni ur 26 yezh bennaket komzet gant tro-dro da 200 milion a dud e kreisteiz India ha Sri Lanka dreist-holl. Kavet e vez un nebeud re ivez e lec'hioù zo eus Pakistan (brahweg), Nepal ha reter ha kreiz India. N'eus war a seblant liamm ebet etre ar yezhoù dravidek ha n'eus forzh peseurt familh-yezhoù all.

N'eo ket sklaer nag eus pelec'h e teu ar yezhoù dravidek na penaos int deuet da vezañ komzet el lec'hioù ma vezont kavet hiziv. Perzhioù boutin a vez kavet etreze hag ar yezhoù ouralek hag ar yezhoù altaek a c'hellfe dont diwar darempredoù etre ar yezhoù-se met n'eo ket ken sklaer e vefe ul liamm familh kenetreze.

Ul levezon bras en deus bet ar sañskriteg war ar c'hannadeg, ar malayalameg hag an telougoueg dreist-holl. Tostoc'h eo an tamileg eus ar yezh dravidek orin (kent-dravideg) dre ma'z eo bet levezonet nebeutoc'h gant ar sañskriteg.


Listenn ar yezhoù dravidek

(e druz emañ ar yezhoù anavezet evel yezhoù broadel India):

Yezhoù ar c'hreisteiz

Yezhoù ar su-kreiz

Yezhoù ar c'hreiz

Yezhoù an hanternoz


Liammou diavaez: