Amanenn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot tennet: rw:Amavuta
D Robot ouzhpennet: qu:Mantikilla
Linenn 61: Linenn 61:
[[pl:Masło]]
[[pl:Masło]]
[[pt:Manteiga]]
[[pt:Manteiga]]
[[qu:Mantikilla]]
[[ro:Unt]]
[[ro:Unt]]
[[ru:Сливочное масло]]
[[ru:Сливочное масло]]

Stumm eus an 12 Gwe 2008 da 10:16

Ur tamm amanenn
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Graet e vez an amanenn dre dornañ gant ur vazh pe ul loc'h un tamm dienn ken ne chom nemet an druzoni ul lod a vanneigoù dour bihan ennañ hag e ya er-maez al laezh ribot. Implijet e vez stank an amanenn e meur a vro gant dienn laezh ar buoc'henned peurvuiañ, met e kaver amanennoù graet gant laezh bualed, laezh kañvaled ha laezh yaked. Liv melen pe wenn zo war an amanenn hervez ar seurt geot a zo bet debret gant an daskirierien-se ha hervez mare ar bloaz dre abeg stad ar geot.
E darn-vuiañ Breizh e vez distaget amann, nemet e Bro-Wened ha trowardro e-lec'h e klever amonen pe amanen (ymenyn e kembraeg).

Farderezh an amanenn

Ijinet eo bet a-gozh ar ribod, un ardivink simpl a-walc'h evit gellout dornañ an dienn a zo bet lakaet un tammig da ziazezañ. Ar ribod a zo ul lestr klos gant un toull evit plantañ ur vazh hir a vez bountet-divountet e-barzh ken e vez dornet an dienn a frapadoù berr. E Europa, meur a ribot hengounel a oa graet pe e priaj pe en doare an tonelloù.
. Pa vez echuet gant an dornañ e vez lakaet a-gostez al laezh ribot ha gwalc'het e vez gant dour an druz a chom ken n'euz ket mui a laezh ribot enni.
En XXvet kantved ez eus bet ijinet ardivinkoù bras-tre ma vez lakaet miliadoù litrad dienn da vezañ mezellet ha pa ya er-maez an amanenn dindan gwask hag e vez graet kanolioù-amanenn eus ar ribodoù greantel ivez.

Implij an amanenn

Er sevenadurioù ar maezioù eo an amanenn ur vammenn druzoni a-bouez pa vez implij er geginerezh evit fritañ ar boued pe evit reiñ ur vlaz plijusoc'h pe evit fardañ gwastelloù. Koulskoude ne c'hell ket ar gouerien baour mirout kalz amanenn evit e implijout pa klaskont peurvuiañ e werzhout evit tennañ moneiz dioutañ. Gwechall e veze ouzhpennet holen evit mirout an amanenn pelloc'h. Boaz ober gant amanenn sal a vez kavet e meur a vro, Breizh en o zouez. E Breizh gwechall e veze gwerzhet an amanenn er foarioù.
Pezhioù bras amanenn a vez graet pileradoù pe bolotennoù eus anezho.

Sellet ivez

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB