Rubeus Hagrid : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 19: Linenn 19:
[[cs:Rubeus Hagrid]]
[[cs:Rubeus Hagrid]]
[[da:Rubeus Hagrid]]
[[da:Rubeus Hagrid]]
[[de:Figuren der Harry-Potter-Romane#Rubeus_Hagrid]]
[[de:Figuren der Harry-Potter-Romane#Rubeus Hagrid]]
[[el:Ρούμπεους Χάγκριντ]]
[[el:Ρούμπεους Χάγκριντ]]
[[en:Rubeus Hagrid]]
[[en:Rubeus Hagrid]]
Linenn 26: Linenn 26:
[[eu:Hagrid]]
[[eu:Hagrid]]
[[fa:روبیوس هاگرید]]
[[fa:روبیوس هاگرید]]
[[fi:Luettelo Harry Potter -sarjan sivuhahmoista#Rubeus_Hagrid]]
[[fr:Rubeus Hagrid]]
[[fr:Rubeus Hagrid]]
[[he:רובאוס האגריד]]
[[he:רובאוס האגריד]]

Stumm eus an 12 Gwe 2008 da 06:31

Rubeus Hagrid zo unan eus tudennoù eus romantoù Harry Potter, skrivet gant J. K. Rowling. Peurliesañ ez aer dezhañ dre e anv tiegezh. Hagrid zo gward an alc'hwezhioù, gward al liorzh, ar gward-chase ha ar c'helenner war desaverezh ar boudoù hud adalek trede bloavezh Harry e skol sorserezh ha strobinellerezh Hogwarts.

Hagrid zo div wezh brasoc'h evit an dud reizh (war-dro 3,5 metr) ha tost teir gwezh ledanoc'h. Pitilh eo gant al loened hag ar boudoù hud, ar re divoaz pe dañjerus peurgetket. Hagrid zo ar c'hentañ ezel eus koskoriad Hogwarts da vezañ gwelet gant Harry. Unan eus ar c'hentañ tudenn eo a gomz eus "gwad glan" hag "hanter gwad" evel ur meiziad aet a c'hiz kozh. Anavezet eo Hagrid evit e pouez-mouezh kreñv. E saozneg ez eo pouez-mouezh rannyezhoù kornôg Bro-Saoz.

Er filmoù troet diwar romantoù Harry Potter, Hagrid zo c'hoariet gant an aktour skosat Robbie Coltrane. Lavaret he deus J.K. Rowling he doa soñjet e Coltrane evit ar rol-se pa oa o skrivañ eil romant Harry Potter.

E anv, Rubeus (distaget Rubeüs), en deus daou ster e Latin, unan zo "ruz" pe "ruzart" hag egile "gwezenn-hili-ho", ar pezh a ro un diskrivadenn vat eus e neuz. "Hagrid", hervez Rowling en un atersadenn gant The Boston Globe,[1] a zeu eus ur ger saozneg kozh, an anv-gwan-verb "hagridden". Bezañ bet "hagridden" a dalvez eo bet ar moustrerig-noz o voustrañ bruched an-unan, goude ur c'hofad dreist-holl a-hervez. Hag anavezet eo Hagrid evit karout e vanne. E The Mayor of Casterbridge, skrivet gant Thomas Hardy, e implijer anezhaÆ evel ur ger eus luc'haj Wessex hag implijet eo en hevelep arroudenn end-eeun hag ar ger "Dumbledore", ur ger lec'hel evit "sardonenn".

  1. Atersadenn Jo Rowling eus 1997 betek bremañ