Aksoum : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9: Linenn 9:
Bezioù niverus zo bet kavet, reoù zo a oa bet gweladennet dija. E mirdioù [[Aksoum]] hag Addis Abeba emañ ar pinvidigezhioù enno.
Bezioù niverus zo bet kavet, reoù zo a oa bet gweladennet dija. E mirdioù [[Aksoum]] hag Addis Abeba emañ ar pinvidigezhioù enno.
E norzh kêr [[Aksoum]] emañ strollet an darn-vrasañ eus ar mein-sonn. Enskrivet eo lec'hiad henoniezh [[Aksoum]] e roll [[glad bedel]] an [[UNESCO]] abaoe 1980.
E norzh kêr [[Aksoum]] emañ strollet an darn-vrasañ eus ar mein-sonn. Enskrivet eo lec'hiad henoniezh [[Aksoum]] e roll [[glad bedel]] an [[UNESCO]] abaoe 1980.
Lec'hioù all a ya d'ober glad [[Aksoum]] evel [[Itron Varia Sion]] bet savet e 1665. Hervez kont emañ [[Arc'h ar c'hevredad]] enni. En iliz-se e veze kurunet impalaerien [[Etiopia]] betek Fasilidas (XVII<sup>vet</sup> kantved), ha diwezhatoc'h adalek Yohannes IV (XIX<sup>vet</sup> kantved) betek ma 'z eas an impalaeriezh da get.
Lec'hioù all a ya d'ober glad [[Aksoum]] evel [[Itron Varia Sion]] bet savet e 1665. Hervez kont emañ [[Arc'h ar c'hevredad]] enni. En iliz-se e veze kurunet impalaerien [[Etiopia]] betek [[Fasilides]] (XVII<sup>vet</sup> kantved), ha diwezhatoc'h adalek [[Yohannes IV]] (XIX<sup>vet</sup> kantved) betek ma 'z eas an impalaeriezh da get.


Un aerborzh zo en [[Aksoum]] (kod AITA : AXU).
Un aerborzh zo en [[Aksoum]] (kod AITA : AXU).

Stumm eus an 8 Gwe 2008 da 16:29

Obeliskenn en Aksoum.
Chapel Arc'h ar C'hevredad


Ur gêr eus Etiopia eo Aksoum (አክሱም, Aksum), er stad kevredadel anvet Tigrae emañ. Hervez Ajañs Kreiz Stadegoù Etiopia ez eus 47.320 annezad o chom enni. Kêr-benn relijiel Iliz ortodoks Etiopia eo. Ortodoks eo 75% eus an Aksoumiz. Muzulmaned sunit ha kristenien all eo ar peurrest eus an annezidi. Kêr sakrañ Etiopia eo hag unan eus pennañ lec'h pirc'hirinañ ar vro. T'imk'et (Gouel ar Rouaned), d'ar 7 a viz Genver ha Maryam Zion e dibenn miz Du eo ar gouelioù relijiel pouezusañ.

Kêr-benn rouantelezh Aksoum e oa. En em ledañ a rae ar rouantelezh eus Yemen betek reter Soudan. Kontrollañ a rae an hentoù kenwerzhel etre Afrika hag Azia. Ar mein-sonn eo savadurioù pouezusañ Aksoum : pikol obeliskennoù kizellet gant tresoù int. Hervez an henoniourien e oant bet savet a-us da vezioù penntierned ar rouantelezh kozh. E-touez ar mein-sonn-se emañ an unvein benet brasañ er bed. 35 metr uhelder e oa an obeliskenn uhelañ. Sur a-walc'h he doa kantennoù metal war ar c'hostezioù. Bezioù niverus zo bet kavet, reoù zo a oa bet gweladennet dija. E mirdioù Aksoum hag Addis Abeba emañ ar pinvidigezhioù enno. E norzh kêr Aksoum emañ strollet an darn-vrasañ eus ar mein-sonn. Enskrivet eo lec'hiad henoniezh Aksoum e roll glad bedel an UNESCO abaoe 1980. Lec'hioù all a ya d'ober glad Aksoum evel Itron Varia Sion bet savet e 1665. Hervez kont emañ Arc'h ar c'hevredad enni. En iliz-se e veze kurunet impalaerien Etiopia betek Fasilides (XVIIvet kantved), ha diwezhatoc'h adalek Yohannes IV (XIXvet kantved) betek ma 'z eas an impalaeriezh da get.

Un aerborzh zo en Aksoum (kod AITA : AXU).