Tog : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lamet kuit eo bet ar restr ''JackieKennedy.jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant Cecil
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21: Linenn 21:

==Gwiskañ ar penn==
==Gwiskañ ar penn==
Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad a bep seurt anvioù dezhe: [[boned]], [[kasketenn]] , [[koef]], [[bered]].
Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe: [[boned]], [[kasketenn]] , [[koef]], [[bered]].

Betek kreiz an ugentved kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho.
Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho.
Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.

Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn.
Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn.

[[Image:Auguste Renoir - Le Déjeuner des canotiers.jpg|thumb|Toget eo an holl, paotred ha merc'hed, e taolenn [[Auguste Renoir]]. ]]
[[Image:Auguste Renoir - Le Déjeuner des canotiers.jpg|thumb|Toget eo an holl (pe dost), paotred ha merc'hed, e taolenn [[Auguste Renoir]]. ]]

[[Image:Renoir24.jpg|thumb|left|Auguste Renoir, Emboltred, 1876. Kasketennet eo an arzour.]]
[[Image:Renoir24.jpg|thumb|left|Auguste Renoir, Emboltred, 1876. Kasketennet eo an arzour.]]

[[Image:Renoir_Self-Portrait_1910.jpg|thumb|right|Auguste Renoir, Emboltred, 1910. Toget eo an arzour.]]
[[Image:Renoir_Self-Portrait_1910.jpg|thumb|right|Auguste Renoir, Emboltred, 1910. Toget eo an arzour.]]

Linenn 44: Linenn 42:

==Tennañ an tog==
==Tennañ an tog==
Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.
Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar [[person]] evel-just, ar maer, an [[aotrou]] (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.

Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.
Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.

Stumm eus an 28 Eos 2008 da 15:22

Togoù a bep seurt
Un tog pomper, e 1916

Un tog, pe ur c'habell, zo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.

Stummoù

  • Darn a vez lakaet war ar penn, hag a zo dierien.
  • Darn all zo erienet, evel ar sombrero .
  • Darn a c'holo ar gouzoug pe an dremm, ouzhpenn ar blev.
  • Darn zo kornek, daougornek, tric'hornek...

Tog daougornek Napoleon.

Gerdarzh ha distagadur

Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "toque". Kavout a reer daou zistagadur d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doare Kerne-Izel (liester tokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doare Treger (liester togoù).

Gwiskañ ar penn

Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe: boned, kasketenn , koef, bered.

Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho. Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.

Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn.

Toget eo an holl (pe dost), paotred ha merc'hed, e taolenn Auguste Renoir.
Auguste Renoir, Emboltred, 1876. Kasketennet eo an arzour.
Auguste Renoir, Emboltred, 1910. Toget eo an arzour.

Un tog plac'h e 1911
Un tog plouz koant e 1901. Togoù plouz disheñvel-mat a oa gant al labourerien-douar

|

Togoù merc'hed e 1820

Tennañ an tog

Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.

Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.

Gwiskañ un tog

Togoù a bep seurt

Kemmoù en togoù kroc'hen avanked e Kanada.

A bep seurt anvioù zo, hervez ar stumm, an danvez, ar vro orin ar yezh.

  • An tog plouz
  • An tog foñs uhel, pe tog foñs hir,
  • An tog pompad, pe tog pomper, a zo bowler hat e saozneg, a weler er filmoù kozh war bennoù Charlie Chaplin pe Stan Laurel hag Oliver Hardy
  • An tog voulouz, pe tog goz, pe tog blev goz, togoù doare Breizh.
  • An tog ruz: tog ar gardinaled, en iliz katolik.
  • An tog feur, gwisket er broioù yen, chapka e ruseg.
  • An tog-houarn, pe tokarn, pe helm, a vez gwisket gant soudarded.
Brudet eo togoù rouanez Bro-Saoz
Unan eus ar c'hantadoù a dogoù brudet a zo bet gwelet war benn rouanez Bro-Saoz.

Gerioù deveret

  • Un tog-touseg, pe ur c'habell-touseg zo unan.
  • Didog, pe diskabell eo an hini n'eo ket goloet e benn.
    • Didogañ un dra bennak a zo kement ha tennañ ar seurt tog zo warnañ, evel an dent, a vez toget hag a c'hall bezañ didoget.
Maouezed a renk uhel o tispakañ togoù diouzh ar c'hiz e-kerzh redadeg kezeg Ascot, e Bro-Saoz

Troioù-lavar

²Mont e tog: pa voe dilezet ar c'hoefoù gant ar merc'hed diwar ar maez, e-kerzh an ugentved kantved, e veze lavaret ez aent e tog.

  • Togañ ar bern plouz: aozañ ar bern plouz evel pa vije lakaet un tog dezhañ.

Anvioù-tud

Anavezet eo an anvioù-tiegezh-mañ:

  • Kabelleg
  • Daougabell

Anvioù togoù eus ar bed

Akubra.

Liammoù