Frañsez III (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14: Linenn 14:


[[ca:Francesc III de Bretanya]]
[[ca:Francesc III de Bretanya]]
[[en:Francis, Dauphin of France (1518-1536)]]
[[en:Francis III, Duke of Brittany]]
[[fr:François de France (1518-1536)]]
[[fr:François de France (1518-1536)]]
[[he:פרנסואה דה פראנס]]
[[he:פרנסואה דה פראנס]]

Stumm eus an 28 Eos 2008 da 07:41

Frañsez Bro-C'hall, ganet e 1517 e kastell Amboise ha marvet e Lyon e 1536, a oa mab henañ Frañsez Kentañ, roue Bro-C'hall, ha Klaoda Bro-C'hall, merc'h da Anna Breizh ha dugez Breizh. Daofin Bro-C'hall e oa eta, ha dug Breizh dindan an anv a Frañsez III.

Daofin Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e 1518. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e 1524. E 1525 e voe kollet emgann Pavia gant e dad, a gouezhas etre krabanoù e enebour bras Charlez V, roue Bro-Spagn. Evit bezañ dieubet e rankas ar roue gall fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. Pevar bloaz e chomas an daou vreur e Spagn, eus 1526 da 1530.

E 1532 e voe kurunennet evel dug Breizh e Roazhon gant an eskob Eozen Maeeuc, nemet ne renas ket abalamour ma oa dalc'het an dugelezh gant e dad.


Mervel a eure Frañsez III e 1536 e Lyon, unnek vloaz a-raok e dad. 19 vloaz e oa, dizimez ha divugel. E vreur Herri eo a voe roue Bro-C'hall ha dug Breizh war e lerc'h. Hervez an istorourien e voe ur c'holl bras, dre ma hañvale bezañ ampartoc'h eget e vreur d'ober ar vicher.