RSS Ouzbekistan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 99: Linenn 99:
[[tr:Özbekistan Sovyet Sosyalist Cumhuriyeti]]
[[tr:Özbekistan Sovyet Sosyalist Cumhuriyeti]]
[[uk:Узбецька РСР]]
[[uk:Узбецька РСР]]
[[uz:O`zbekiston Sovet Sotsialistik Respublikasi]]
[[uz:Oʻzbekiston Sovet Sotsialistik Respublikasi]]
[[vi:Cộng hòa Xã hội chủ nghĩa Xô viết Uzbekistan]]
[[vi:Cộng hòa Xã hội chủ nghĩa Xô viết Uzbekistan]]
[[zh:乌兹别克苏维埃社会主义共和国]]
[[zh:乌兹别克苏维埃社会主义共和国]]

Stumm eus an 17 Eos 2008 da 05:11



Ўзбекистон Совет
Социалистик Республикаси

O'zbekiston Sovet
Sotsialistik Respublikasi

Banniel RSS Ouzbekistan Skoed-ardamez RSS Ouzbekistan
Banniel RSS Ouzbekistan Skoed-ardamez RSS Ouzbekistan
Restr:Kartenn RSS Ouzbekistan.png

Kan broadel
Ger-stur Бутун дунё пролетарлари, бирлашингиз!
"Proleterion ar bed, em unanit!")
Yezh ofisiel Hini ebet. Implijet e veze ouzbekeg ha ruseg
Kêr-benn Tochkent
Gorread
-En holl
-% dour

447,400 km²
4,9%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

19.906.000 (1989)
44,5/km²
Prezidant (diwezhañ) Islam Karimov
Gouel broadel
Moneiz Roubl (Сўм)
Kod pellgomz -
Kod war ar Genrouedad -

Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel oa Republik Sokialour Soviedel Ouzbekistan (ouzbekeg: O'zbekiston Sovet
Sotsialistik Respublikasi
) unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel.

Betek 1930 e oa bet Samarkand kêrbenn ar Republik soviedel-mañ, met ar bloaz-se e oa bet adlec'hiet e Tochkent.

Krouet e oa bet d'an 27 a viz Here 1924 evel ur Republik Soviedel Sokialour.

Dindan beli Stalin, Komisar evit ar Broadoù, en ur ober hervez urzhioù Lenin, e 1924 e oa bet kemmet bevennoù politikel Kreiz Azia hervez orin etnikel an dud o vevañ eno. Skarzhet e oa bet neuze RSSE Turkestan, Republik Poblel Buc'haran ha Republek Poblel C'horezmia hag isrannet e oa bet o zakadoù e pemp Republik Soviedel Sokialour (RSS) nevez, en o zouez Republik Sokialour Soviedel Ouzbekistan, hag ur bloaz war-lerc'h e teas da vezañ unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel..

Betek 1929 e oa bet enbarzhiet e RSS Ouzbekistan Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Tadjikistan betek ma oa bet roet ur statud RSS dezhi ivez ar bloaz-hont.

Lemel e oa bet RSSE Karakalpak diouzh RSS Kazac'hia e 1936 ha staget ouzh RSS Ouzbekistan ha da heul an Eil Brezel Bed e oa bet staget tadoù all ouzh RSS Ouzbekistan lamet c'hoazh diwar RSS Kazac'hia.

Da geñver an Eil Brezel Bed e oa bet kaset meur a armerzh betek Ouzbekistan, dilec'hiet evit gallout o gwareziñ gwelloc'h. Diwar-se e teuas ivez meur a hini diouzh Republikoù all URSS d'en em staliañ eno, dreist-holl Rusiz hag Ukrainiz ha kemet e oa bet neuze ar c'kempouez etnikel er Republik.

D'ar 1 a viz Gwengolo 1991 e oa bet adanvet Republik Ouzbekistan hag en em disrannañ a reas ez-ofisiel diouzh URSS d'ar 26 a viz Kerzu 1991.

Gwelet ivez

Republikoù an Unaniezh Soviedel
Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS ArmeniaRSS AzerbaidjanRSS BielorusiaRSS EstoniaRSS JorjiaRSS Kazac'hiaRSS KirgiziaRSS LatviaRSS LituaniaRSS MoldaviaRSS OuzbekistanRSKS RusiaRSS TadjikistanRSS TurkmenistanRSS Ukraina

Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)