Paul Ladmirault : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
<!--rummadoù-->

[[Rummad:Sonaozourien Breizh|Ladmirault, Paol]]

'''Paol Ladmirault''' (Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer Breizh. Ganet eo bet d'an 10 a viz Kerzu 1877 e Naoned ha mervet eo d'an 30 a viz Du 1944 e Kamoel (Mor-Bihan).
'''Paol Ladmirault''' (Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer Breizh. Ganet eo bet d'an 10 a viz Kerzu 1877 e Naoned ha mervet eo d'an 30 a viz Du 1944 e Kamoel (Mor-Bihan).


Linenn 55: Linenn 59:
==Liammoù==
==Liammoù==
* [http://www.compositeursbretons.com/www/sonaozer/bre/compositeurs-detail.asp?id_compositeurs=2 Paol Ladmirault war Compositeursbretons.com]
* [http://www.compositeursbretons.com/www/sonaozer/bre/compositeurs-detail.asp?id_compositeurs=2 Paol Ladmirault war Compositeursbretons.com]

==Gwelet ivez==
[[Listenn ar sonaozourien]]

Stumm eus an 4 Eos 2008 da 14:21


Paol Ladmirault (Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer Breizh. Ganet eo bet d'an 10 a viz Kerzu 1877 e Naoned ha mervet eo d'an 30 a viz Du 1944 e Kamoel (Mor-Bihan).

Buhezskrid

Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a ra e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "Jili Raez" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh Gabriel Fauré, ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton. Stourm a ra evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel Seizh Breur e oa. D’e heul ec’h emezelas buan Georges Arnoux ha diwezhatoc'hik Paol ar Flemm. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "Barddas", levr ar Varzhed. Marvet eo en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.

Oberenn

Awenet eo oberenn Ladmirault gant mojennoù ar Gelted. Brudet eo evit e varzhonegoù siñfoniek, en o zouez emañ "Breselien diouzh ar mintin" hag "ar Briwer". Oberennoù all a zo bet savet gantañ diwar-benn Breizh end-eeun pe bed ar Gelted "Heuliad brezhon" e 1903, ha "rapsodienn ouezel" e 1909, pe sonerezh Tristan hag Izold. N'eo ket bet c'hoariet gwech ebet e eil opera Myrdhin (Marzhin). Pezhioù sonerezh relijiel kaer-kenañ a zo bet savet gantañ ivez.

Oberoù pennañ

Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù

  • Heuliad Breizh
  • Belegez Korydwenn, gourc'horoll
  • Ar Briwer, barzhoneg siñfoniek
  • Er c'hoad, barzhoneg siñfoniek
  • Valsenn drist evit piano ha laz-seniñ
  • Bresilien diouzh ar mintin, barzhoneg siñfoniek
  • Dimeziñ evit laz-seniñ ha piano
  • Yaouankiz Cervantès evit laz-seniñ
  • Sinfonienn en Ut
  • Heuliad Breizh 1903
  • Rapsodienn ouezel 1909
  • Tristan hag Izold, sonerezh leurenn 1929

Oberoù sonerezh kambr

  • Argemm war tonioù binioù evit piano pevar dorn
  • Marc'hekadenn, faltazienn war "reeloù" skos, triad evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
  • Tenergan evit pevarad-kerdin
  • Triad "ar Stêr" evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
  • Faltazienn evit violoñs ha piano 1899
  • Kanaouennoù ar mor evit usvoud ha piano 1906
  • Sonatenn evit violoñs ha piano 1931
  • Pempad-kerdin 1933
  • Pevarad-kerdin 1933
  • Eus an Disheol d’ar Sklêrijenn evit violoñs ha piano 1935
  • Koral hag argemm evit piano ha pempad-c'hwezh 1936
  • Sonatenn evit gaolvioloñs ha piano 1939
  • Sonatenn evit klerinell ha piano 1942

Oberoù piano ha kanaouennoù

  • Daou dañs
  • Pevar pezh
  • Eñvor un azen
  • Peder damskeudenn evit piano
  • Valsenn drist evit daou biano 1901
  • Brimbalerezh 1929

Oberoù mouezh ha relejiel

  • Tantum ergo evit mouezh, orglez ha laz-seniñ
  • Oferenn verr evit kor ha orglez
  • Myrdhin, opera
  • Jili Raez, opera 1893
  • Tonioù kozh evit tenor, pevarad-kerdin ha piano 1897
  • Glycères, operetenn 1928

Liammoù

Gwelet ivez

Listenn ar sonaozourien