Llanilltud Fawr : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 36: Linenn 36:




[[Rummad: kêrioù Kembre]]
[[Rummad: kêrioù Morgannwg]]
[[Rummad: Istor Kembre]]
[[Rummad: Istor Kembre]]



Stumm eus an 30 Gou 2008 da 15:04

Llanilltud a zo ur gêr vihan e kreisteiz Kembre, e Morgannwg, war aod kanol Bristol. Saoznekaet eo bet an anv e Lantwit Major.

Orin hag istor

Dont a ra an anv eus ar manac'h Illtud, aet da Ildud e brezhoneg, a voe savet ur manati gantañ eno, war-dro ar VI-vet kantved. Ennañ e voe desket tud veur an iliz, tud deuet da vezañ, darn anezhe, sent veur Breizh, ha dreist-holl renerien an divroadeg etrezek Arvorig.

Desket e voe eno tud evel:

Darn a zo aet betek ober eus ar manati-se "koshañ skol-veur ar bed".


Pa zegouezhas menec'h alese da Arvorig e voe roet gante anv o manati d'al lec'h ma oant degouezhet (gwelout Lanildut). Koulskoude ne greder ket e oa Illtud en o zouez.

Da welout eno

Diskouezet e vez d'ar weladennerien:

  • an iliz eus an XII-vet kantved gouestlet da Sant Illtud, savet el lec'h m'edo ar manati kozh;
  • an ti-kêr eus ar XV-vet kantved,
  • kastell Sant Donat (gwelout St Donat's Castle) a chom tammoù anezhañ eus an XII-vet kantved, a zo hiriv ur skol etrevroadel anvet, Atlantic College.
Traezh Llanilltud Fawr - Llantwit Major

Gevellet eo kêr gant ar Poullig-gwenn.



Skeudennoù

Llantwit Major School
Kanol Bristol gwelet eus Llanilltud Fawr
Restr:Llantwitmajorleisurecentre.JPG
Al "Leisure Centre"