Korf : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 50: | Linenn 50: | ||
*[[Guy Etienne]], ''Geriadur ar gorfadurezh'', [[Preder]] |
*[[Guy Etienne]], ''Geriadur ar gorfadurezh'', [[Preder]] |
||
{{korf}} |
|||
[[Rummad:Korfadurezh]] |
[[Rummad:Korfadurezh]] |
||
[[Rummad:Marv]] |
[[Rummad:Marv]] |
Stumm eus an 28 Gou 2008 da 19:17
Ar c'horf eo an danvez fizikel a ya d'ober ar bevien, pe loened pe tud e vent, hep ober anv eus o fersonelezh, emzalc'h pe ene.
Ral eo komz eus korfoù plant pe traoù.
Lodennoù ar c'horf
Korf an den a zo meur a lodenn ennañ:
- ar penn,
- ar gouzoug,
- ar c'horf-bras, pe kef,
- an divvrec'h,
- an divhar (pe an divesker)
- an organoù gouennañ pe engehentañ.
Skiant
Korfadurezh eo anv ar c'helenn ma vez studiet korf an den ha e vont en-dro.
Korfoù all
N'o deus ket ar plant ur c'horf ha pa vez ganto muioc'h eget ur gell.
Implijet e vez ar ger korf gwechoù zo evit ober kaoz eus an neuz, ar yec'hed, pe ar marv. Komz a reer neuze eus korf marv , goude ma kaver gerioù all e brezhoneg: kelan, tost ouzh celain e kembraeg, hag un amprest moarvat, ha bruluskenn a gaver e skridoù krennvrezhonek.
Evit al loened e vez komzet eus ar sklosenn a-wechoù.
Traoù all
Ur c'horf a c'hell bezañ pe un teskad traoù pe ur strollad tud pe un hollad meizadoù. Un aozadur tud evel ur bagad soudarded pe an holl dud a zo ar memes micher ganto a c'hell bezañ ur c'horf ivez. Met ral eo an implij-se e brezhoneg. Tud zo a gomz neuze eus korfuniad.
Gwelout ivez
- Ambaomadur
- Beziadur
- Deviñ korf
- Korf an den
- Korf fizikel
- Korf marv
- Mac'hagn
- Kleñved
- Marv
- Pare
- Skej-korf
- Trauma
- Yec'hed
Levrolladur
- Per Denez, Korf an Den
- Guy Etienne, Geriadur ar gorfadurezh, Preder
|