Korf : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13: Linenn 13:
*an [[brec'h|divvrec'h]],
*an [[brec'h|divvrec'h]],
*an [[divhar]] (pe an [[divesker]])
*an [[divhar]] (pe an [[divesker]])
*an [[organoù gouennañ.]]
*an [[organoù gouennañ]] pe engehentañ.


==Skiant==
==Skiant==

Stumm eus an 27 Gou 2008 da 08:26

L'uomo vitruviano (Den Vitruvio) gant Leonardo da Vinci (1485-90, Venezia, Galleria dell' Accademia).


Ar c'horf eo an danvez fizikel a ya d'ober ar bevien, pe loened pe tud e vent, hep ober anv eus o fersonelezh, emzalc'h pe ene. Ral eo komz eus korfoù plant pe traoù.


Lodennoù ar c'horf

Korf an den a zo meur a lodenn ennañ:

Skiant

Korfadurezh eo anv ar c'helenn ma vez studiet korf an den ha e vont en-dro.

Korfoù all

N'o deus ket ar plant ur c'horf ha pa vez ganto muioc'h eget ur gell.

Implijet e vez ar ger korf gwechoù zo evit ober kaoz eus an neuz, ar yec'hed, pe ar marv. Komz a reer neuze eus korf marv , goude ma kaver gerioù all e brezhoneg: kelan, tost ouzh celain e kembraeg, hag un amprest moarvat, ha bruluskenn a gaver e skridoù krennvrezhonek.

Evit al loened e vez komzet eus ar sklosenn a-wechoù.

Traoù all

Ur c'horf a c'hell bezañ pe un teskad traoù pe ur strollad tud pe un hollad meizadoù. Un aozadur tud evel ur bagad soudarded pe an holl dud a zo ar memes micher ganto a c'hell bezañ ur c'horf ivez. Met ral eo an implij-se e brezhoneg. Tud zo a gomz neuze eus korfuniad.

Gwelout ivez

Levrolladur