Aigeüs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sv:Aegos, uk:Егей
D Robot ouzhpennet: ko:아에게우스 1세
Linenn 44: Linenn 44:
[[it:Egeo]]
[[it:Egeo]]
[[ja:アイゲウス]]
[[ja:アイゲウス]]
[[ko:아에게우스 1세]]
[[la:Aegeus]]
[[la:Aegeus]]
[[lt:Egėjas]]
[[lt:Egėjas]]

Stumm eus an 9 Gou 2008 da 12:07

Thésée o tegouezhout en Aten a zo saludet gant e dad salué par son père Aigaios, cratère apulien à figures rouges, v. 410-400 av. J.-C., British Museum

Aigeüs (Αἰγεύς / Aigeús e gregach), a oa mab da b-Pandion (mab da Gekrops ha roue Megara) ha da b-Pilia. Breur e oa eta da Lykos, Pallas ha Nisos. Brudet eo evel tad an haroz Theseüs.

War-lerc'h marv o zad Pandion ez eas ar pevar breur da argadiñ kêr Aten, a oa bet kaset o zad kuit anezhi. Pa voe kemeret kêr ganto e voe lakaet Aigaios da roue dre ma oa ar breur henañ. Diwezhatoc'h ec'h aloubas douaroù e vreudeur Lycos ha Pallas, ma chomas mestr Attika hag Eubea.

Gwragez ha bugale

Dimeziñ a reas neuze gant Meta, met gaonac'h e oa-hi, neuze e kasas anezhi kuit da eildimeziñ gant C'halkiope.

Dre ma chome divugel c'hoazh ez eas da welout orakl Delfi a respontas dezhañ : « Arabat dit distagañ gouzoug da sac'h-gwin leun-tenn kent bezañ war uhelañ pazenn Aten . » War e hent d'ar gêr eus Delfi e reas un ehan e Trézène, e ti e vignon ar roue Pitthée. Hennezh a gomprenas ster an orakl, a roas gwin dezhañ, a vezvas anezhañ, a lakaas anezhañ e gwele e verc'h Etra.

A-raok e zisparti da vont da Aten e c'houlennas Aigeüs digant Etra desevel o mab, ma he dije unan, hervez e renk. Dindan ur roc'h e lakaas ur c'hleze ha sandalennoù aour , arouezioù roueel a ziskuilhfe e orin d'an deiz ma c'hallfe gorren ar pezh roc'h-se. Pa zistroas da Aten e voe aozet gantañ c'hoariadegoù, a voe gounezet gant Androgeos, mab roue Kreta Minos.

Mervel a reas Androgeos, malavaras Minos e oa Aigeüs a oa kiriek d'e varv. Brezel a savas, kemeret e voe Megara, a oa renet gant Nisos...