Amzer (yezhadur) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: lt:Laikas (gramatika)
Linenn 178: Linenn 178:
[[ja:時制]]
[[ja:時制]]
[[la:Tempus (verborum)]]
[[la:Tempus (verborum)]]
[[lt:Laikas (gramatika)]]
[[ml:കാലം (വ്യാകരണം)]]
[[ml:കാലം (വ്യാകരണം)]]
[[nn:Tempus]]
[[nn:Tempus]]

Stumm eus an 7 Gou 2008 da 14:24


Hervez reolennoù yezhadur pep yezh e vez implijet amzerioù da verkañ ar prantad ma c'hoarvez un ober bennaket.

Yezhoù zo evel ar re dezrannel dreist-holl, en o zouez ar sinaeg, ha ne implijont ket amzerioù tamm ebet en o yezhadurioù. Yezhoù all evel ar rusianeg avat a c'hell ober hep amzerioù nemet p'o deus ezhomm diouti pe ret eo dezho eztaoliñ hag a ra kentoc'h gant aspektoù.

Diaezet eo goût a-wechoù pet amzer yezhadurel a vez implijet gant ar yezh-mañ'r-yezh rak yezhoù zo a verk ivez totour ? all en o verboù o tennañ da wirionez ar frazennoù, h.a. N'eo ket aezet atav ober an diforc'h ivez etre an amzerioù hag an aspektoù (Gw. pelloc'h).

E brezhoneg e vez graet an diforc'h etre stummoù ispisial evel ?. Ne c'heller ket displegañ pep stumm-se e pep amzer a ra ar brezhoneg gante:

  • vez: pa c'hoarvez un dra alies pe a wech da wech, d.s
  • "emañ": pa c'hoarvez un dra en ur prantad resis pe evit lec'hiañ un dra
  • eo: implijoù all

Ne glot ket dre ret an doare ma vez implijet an amzer-mañ'n-amzer etre an eil yezh hag eben. Da skwer:

  • Gwelet 'm boa anezhañ warlene (amzer peurdremenet)
  • Je l'ai vu l'année dernière (amzer dremenet strizh)
  • saozneg: Did you ever go to Canada? (Stadoù-Unanet)
  • saozneg Have you ever been to Canada (Breizh-Veur)


Amzerioù kevrennek

Meur a yezh, en o zouezh ar brezhoneg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù indez-europek all a ra gant amzerioù kevrennek. Savet e vez un amzer kevrennek oc'h implijout stummoù disheñvel ar verb pennañ gant ur verb sikour evel "bezañ" (d.s. aet on) pe "kaout" (d.s. debret am eus). N'eo ket amzerioù kevrennet ar stummoù verb a implij an dispelgadur dre "ober" (d.s "debriñ a ran") hag a c'hell bezañ displeget en un doare kevrennek ivez (d.s. gant "kaout" > "debriñ am eus graet").

Implijet a c'hell bezañ meur a verb all evel verb sikour, da skwer:

  • saozneg: will (amzer dazont), d.s. I will go ("mont a rin")
  • portugaleg: ter (amzer dremenet), d.s. Tenho ido ("bet on bet")

Setu un nebeut skwerioù tennet diwar ar yezhoù indezeuropek ha Yezhoù indezeuropek gant ar verb 'mont'

amzer yezh vrezhonek: brezhoneg:
mont
yezh germanek: saozneg:
to go
yezh romanek: italianeg:
andare
yezh germanek: svedeg:
att gå
yezh finnek-ougrek: finneg:
mennä
notes
amzer vremañ eeun ez an I go. Vado. Jag går. Menen. Implijet peurliesañ evit doare-disklêriañ an amzer a vremañ.
amzer vremañ (stumm war ober) O vont emaon I am going. Sto andando. Jag går. Olen menossa. Emañ a zo anezhañ ar stumm verb sikour nemetañ a c'hell dont dirak stumm ar vreb pennañ e berzhoneg, d.s. o vont emaon pe emaon o vont kv. debriñ a ran met direizh eo *a ran debriñ
amzer dremenet strizh kevrennek aet on I went. Andai. Jag gick. Menin. Stank-tre eo seurt amzerioù kevrennek evit merkañ amzerioù tremenet e yezhoù ar bed, dreist-holl ar re indez-europek. Yezhoù evel ar brezhoneg a ra an diforc'h etre meur a doare amzer dremenet: debriñ a ris (=bez e tebris); debriñ am eus graet (=debret am eus); debriñ a raen (=bez e tebren); o tebriñ e oan (=o tebriñ edon)
amzer dazont eeun ez in Andrò. Jag ska gå. Menen. E yezhoù zo evel ar c'hembraeg e c'hell klotaat stummoù an amzer dazont strizh gant stummoù an amzer vremañ strizh. Ar saozneg a ra an diforc'h eter oberioù bet prederiet en a-raok hag ar re great en dazont hep raktres kent ebet: I'm going to do it (divizet em boa dija e rafen an dra-mañ en dazont) I'll do it (hen ober a rin en dazont, met n'em boa ket soñjet hen ober a-raok lâret ar frazenn-mañ) it.
amzer dremenet (stumm war ober) o vont edon I was going. Andavo. Olin menossa. (none) Ne vez ket implijet ar stumm ispisial edo e peplec'h. el lec'hioù all e vez implijet ar stumm oa
amzer dremenet strizh ez is (bet on) Sono andato. Jag har gått. Olen mennyt. Achu eo an ober gant ar stumm verb-mañ ha n'emañ ket o kenderc'hel en amzer vremañ
amzer beurdremenet aet e oan I had gone. Ero andato. Jag hade gått. Olin mennyt. O verkañ un ober a c'hoarvezas a-raok un ober all en amzer dremenet
amzer dazont peurdremenet aet e vin bet I will have gone. Sarò andato. Jag kommer att ha gått. (none) Ral a-walc'h eo seurt amzerioù e brezhoneg. Stank-tre e vezont implijet e yezhoù all evel ar saozneg avat.

Amzer, mod, tu hag aspekt

N'eo ket aezet atav ober an difor'ch etre amzerioù, mod (pe doare) tu hag aspekt ur verb. Da skwer, ar stummoù war ober (emaon o vont; edon o vont) a denn da aspekt ar verb ha n'eo ket da amzer ar verb hag a c'hell bezañ displeget e meur a amzer (amzer vremañ: emaon o vont; amzer dremenet:edon o vont. E saozneg, avat, ez eo dibosubl disrannañ aspekt ar verb diouzh amzer ar verb. Yezhoù evel ar sinaeg a ra hep amzer (termenet - bremañ - dazont) ebet, oc'h implijout kentoc'h aspektoù (achu - diachu).


Renkadur an amzerioù

Bez e c'heller renkañ an amzerioù evel-mañ dre vras:  :

  • absolutivel: merkañ a ra an amzer e-keñver an mare m'emeur o komz (d.l.e. "bremañ"). Da skwer: Em c'hoazez emaon a denn d'an amzer a-vremañ.
  • relativel: merkañ a ra an amzer e-keñver ur mare diheñvel diouzh an hini m'emeur o komz, d.s "En ur bourmen e kêr e welas ur c'hi bihan. Amañ amzer gwelet a denn da hini pourmen met ne vez ket reisaat peseurt liamm amzer ez eus etre an daou verb-se.
  • absolutivel-relativel: merkañ a ra an amzer e-keñver un dra all liammet en un doare dieeun gant an amzer m'emeur o komz, d.s P'edo o pourmer e kêr e welas ur c'hi bihan. Amañ amzer gwelet a denn da hini pourmen ha resis eo al liamm-amzer ez eus etre an daou verb-se.

Ouzhpenn merkañ an diforc'h etre an amzer dremenet - amzer vremañ - amzer da zont, meur a yezh a verk ivez (pe a c'hell merkañ) pegen tost pe bell emañ an oberoù-se diouzh an amzer vremañ pe duiouzh un amzer all:

  • amzerioù hodiernek: An amzerioù hodiernek a denn da traoù a c'hoarvezh e-kerzh an deiz m'emeur o komz (hiziv), d.s. an amzer hodiernek dremenet a denn da traoù bet graet abretoc'h hiziv (d.l.e. feteiz). An amzer dazont goude-hodiernek a denn da draoùa c'hoarvezoù goude hep hep resisaat pegoulz hag an amzer dremenet rak-hodiernek a denn da traoù c'hoarvezhet a-raok hiziv hep reisaat pegoulz.
  • amzerioù hesternek: Seurt amzerioù a denn d'an traoù c'hoarvezet en derc'hent (d.l.e. dec'h). Bez ez eus amzerioù tremenet rak-hesternek o tennañ da draoù c'hoarvezet a-raok dec'h keit ha ma tenn an amzer dremenet hesternek da draoù c'hoarvezet en derc'hent hep resisaat pegoulz.

Yezhoù zo a ra an diforc'h etre amzer dremenet - amzer vremañ - amzer da zont diouzh un tu hag amzerioù ispisial all o verkañ amzer nann-dremenet - amzer nann-vremañ - amzer nann-dazont.

Un nebeut amzerioù:

  • 'Amzerioù absolutivel'
    • Amzer dazont. Some languages have different future tenses to indicate how far into the future we are talking about. Some of these include:
      • Amzer dazont tostañ: en amzer dazont, nepell
      • Amzer vremañ hodiernek: hiziv
      • Amzer dazont goude-hodiernek: goude hiziv
      • Amzer dazont pellañ: en amzer dazont pell pe belloc'h
      • Amzer dazont darvoudel: tennañ a ra d'ar pezh a c'hoarvezho kentc'h evit ar pezh a vo graet gant unan bennaket, d.s. me gav din e vo kollet ar redadeg ganti
    • amzer nann-dazont: tennañ a ra pe d'an amzer dremenet pe d'an amzer vremañ hep resisaat pehini. Kontrol an amzer dazont.
    • 'amzer nann-dremenet: tennañ a ra pe d'an amzer vremañ pe d'an amzer dazont hep resisaat pehini. Kontrol an amzer dremenet.
    • Amzer pas c'hoazh: n'eo ket degouezhet c'hoazh (nag en amzer vremañ nag en amzer drement = nann-dazont) met sañset e c'hoarvezo en amzer dremenet. Un amzer hag ur mod.
    • Amzer dremenet. Yezhoù zo a verk pegen pell en amzer dremenet e oa c'hoarvezet un dra bennak e-keñver an amzer vremañ:
      • Amzer dremenet hesternek: dec'h pe tost, met pas kalz abretoc'h evit dec'h
      • Amzer dremenet hodiernek: abretoc'h hiziv hep resisaat pegoulz.
      • Amzer dremenet tostañ: amzer drement tost-tre, d.l.e. ur vunutennig zo
      • Amzer dremenet tost: en deizioù pe er sizhunioù pe er mizioù tremenet
      • Amzer dremenet pellañ: a-raok an deizioù pe ar sizhunioù pe ar mizioù tremenet
      • Amzer dremenet nann-dost: kontrol diouzh an amzer dremenet tost
      • Amzer dremenet nann-bell: kontrol diouzh an amzer dremenet pellañ
      • Amzer dremenet rakhesternek: a-raok an amzer dremenet hesternek
      • Amzer dremenet rakhodiernek: a-raok an amzer dremenet hodiernek
      • Amzer drement strizh: amzer drement hep aspekt na mod
    • Amzer vremañ
    • Amzer c'hoazh': o tennañ d'un ober a gendalc'h betek an amzer m'emeur o komz.
  • 'Amzerioù absolutel-relativel'
    • Amzer dazont strizh: achu e vo un dra bennaket a-raok ma tegouez ur mare resis en amzer dazont.
    • amzer da zont en dazont: en dazont e vo c'hoazh pa vo arru ur prantad resis en amzer dazont.
    • amzer dazont en amzer dremenet: tremenet e vo dija d'ur mare resis en amzer dazont
    • amzer dazont peurdremenet: achu e vo d'ur mare resis pa vo bet deuet an amzer dazont da vezañ an amzer dremenet, d.s. Aet e oa Mari da labourat. D'ar mare ma dlefe bet arru en-dro d'ar gêr e vije bet achuet an dud da laerez he zi.
    • past perfect tense: tremenent e oa dija en amzer drement.
  • 'Amzerioù relativel'
    • amzer dazont relativel: en amzer dazont hep resisaat pegoulz
    • amzer nann-dazont relativel: en amzer dremenet pe en amzer vremañ hep resisaat pegoulz
    • amzer nann-dremenet relativel: en amzer vremañ pe en amzer dazont hep resisaat pegoulz
    • amzer dremenet relativel: en amzer dremenet hep resisaat pegoulz
    • amzer vremañ relativel: en amzer vremañ hep resisaat pegoulz.