Merk lateral : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 58: Linenn 58:
[[de:Lateralsystem]]
[[de:Lateralsystem]]
[[en:Lateral mark]]
[[en:Lateral mark]]
[[es:Sistema de boyado marítimo IALA]]
[[pl:Oznakowanie boczne]]
[[pl:Oznakowanie boczne]]
[[ru:Латеральная система]]
[[ru:Латеральная система]]

Stumm eus an 28 Mez 2008 da 10:46

Ur merk lateral, da lavaret eo kostez, a zo ur merk mor a servij d’ar verdeidi da c’houzout pelec’h emañ kostezioù ur ganol.
Pep merk a ziskouez betek pelec’h ez a pep kostez an hent-mor (e ledander eta). Diazezet eo an traoù war ar reizhiad babourzh/stribourzh, da lavaret eo tu kleiz/tu dehou.
Graet eo ar balizadur a-benn d’ar red. En ur stêr ez a neuze eus ar mor etrezek ar vammenn; evit ur porzh, eus ar mor etrezek antre ar porzh.
E-se, ul lestr hag a ya eus ar mor etrezek ur porzh uheloc’h er stêr a rank lezel ar merkoù stribourzh war e du dehou hag ar merkoù babourzh war e du kleiz, hag ar c’hontrol pa ziskenn gant ar stêr evit mont etrezek ar mor bras.
Ar merkoù-se a zo traoù liv. Daou liv a zo: gwer ha ruz.

Ar reizhiadoù lateral

Div reizhiad a zo er bed:

Er reizhiad A:

  • Ar merkoù babourzh a zo ruz hag o deus ur gouloù ruz.
  • Ar merkoù stribourzh a zo gwer hag o deus ur gouloù gwer.

(Babourzh) (kleiz) (Ruz) _____________________________________ (Stribourzh) (dehou) (Gwer)


Er reizhiad B ez eo ar c’hontrefed.



En div reizhiad:

  • Ar merkoù babourzh o deus pennoù plat, pe a-hend-all ez int karrez;
  • Ar merkoù stribourzh o deus ar merkoù stribourzh pennoù pikernek, pe a-hend-all ez int tric’hornek.

Graet eo ar stummoù dishañval-se evit ar re na zigemmont ket mat al livioù ruz ha gwer.

An adkanolioù

A-wechoù e c'hall bezañ div ganol, an hini bennañ (alies an hini aesañ pe an hini zonañ, implijet gant al listri brasañ), hag un eil kanol (evit al listri bihanoc'h, bigi plijadur lakaomp). En degouezh-se ez eus merkoù dishañval un tamm (ruz ha gwer).

  • Ar ganol bennañ a zo diskouezet gant liv penn krec'h ar merk;
  • Evit an adkanol gant al livioù e-kreiz.








Gwelet ivez