Antakya : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: no:Antakya
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: scn:Antiochia
Linenn 39: Linenn 39:
[[ro:Antakya]]
[[ro:Antakya]]
[[ru:Антакья]]
[[ru:Антакья]]
[[scn:Antiochia]]
[[sl:Antiohija]]
[[sl:Antiohija]]
[[sr:Антиохија]]
[[sr:Антиохија]]

Stumm eus an 20 Mez 2008 da 20:39

Antakya a zo ur gêr vras e korn gevred Turkia e proviñs an Hatay (Sandjak Iskenderun a-raok 1939). Ar gêr he deus bet ur pouez bras en Henamzer pa oa an trede tolpad-tud goude Roma hag Aleksandria en Egipt. Lec'hiet eo war riblennoù ar stêr Orontos a ziskenn betek ar Mor Kreizdouarel, 22 km pelloc'h. Ur gêr gant ar marc'had evit ar gounezerezh ha meur a stal-kenwerzh eo hag enni ur boblañs turkek hag arabek mesket pa oa ur bastell-vro arabek a-raok m'eo bet adroet da Republik Turkia goude ar gefridiad he deus bet Bro-C'hall war Siria betek 1939.

Istor

Antiokeia war an Orontos (Gresianeg : Αντιόχεια η επί Δάφνη, Αντιόχεια η επί Ορόντου or Αντιόχεια η Μεγάλη; Latin : Antiochia ad Orontem, Antiokeia vras pe Antiokeia e Siria ivez).
Diazezet eo bet war-dro - 300 gant Seleuc'hos Nikator, unan eus pennjeneraled Aleksandr Meur diwar anv e dad Antioc'hios (Antioc'heia = gêr Antioc'hos). Kreskiñ a reas buan pa zeuas da vezañ kêr-benn impalaeriezh ar Seleuc'hed hag ur greizenn evit ar sevenadur hellenistel. Pa oa aloubet gant ar Romaned e - 64 e chomas emren (evel e pep lec'h en Impalariezh roman) hag e tizhas ur galloud armerzhel ha sevenadurel brasoc'h c'hoazh.
Hervez an Testamant Nevez e teuas di pennoù zo eus ar gristenien gentañ a oa e Jeruzalem, Sant Paol Tarsos ha Sant Barnabaz er 1añ kantved.

Patrom:Link FA