Frankia ar Reter : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 16: | Linenn 16: | ||
==Pennadoù all== |
==Pennadoù all== |
||
*[[Impalaeriezh ar C'hornog]] |
*[[Impalaeriezh ar Garolingidi|Impalaeriezh ar C'hornog]] |
||
*[[Roll an unpennoù german]] |
*[[Roll an unpennoù german]] |
||
Stumm eus an 18 Mez 2008 da 22:23
Frankia ar reter eo lodenn reter Impalaeriezh Karl Veur a oa bet rannet e 843. Gant Loeiz ar German e oa degouezhet. Er rouantelezh-se edo rann reter Aostrazia gozh, Saks, Thuringen ha Bavaria.
Anvioù-lec'hioù
Buan, pa echuas amzervezh Karolingindi ar reter, e teuas Frankia ar reter da vout Germania. Ne voe miret anv ar Franked nemet er rannvroioù trevadennet da-vat ganto, en anvioù evel Frankonia ha Frankfurt (kreñvlec'h ar Franked), hag ivez en anv rouantelezh Frankia ar c'hornôg (deuet da vezañ Bro-C'hall) pa gustume ar rouaned anezhi embann an titl "rex Francorum" (roue ar Franked) bete an XIIvet kantved.
Rannidigezh
Rannet e voe Frankia ar reter e peder dugelezh:
- dugelezh Souabia (Alemania),
- Frankonia,
- dugelezh Saks
- Bavaria, enni Moravia ha Karintia). Ouzh an domanioù-se e voe staget lodennoù reter Lotaringia, war-lerc'h marv Lotar II e 869.
Padout a reas ar rannidigezh-se en Impalaeriezh santel, roman ha german, deuet diwar ar Frankia ar reter-se, betek 1268, pa echuas lignez ar re Hohenstaufen. Sellout ouzh roll an unpennoù german.