Frankia ar Reter : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: simple:East Francia |
|||
Linenn 35: | Linenn 35: | ||
[[he:פרנקיה המזרחית]] |
[[he:פרנקיה המזרחית]] |
||
[[hu:Kelet-Frankföld]] |
[[hu:Kelet-Frankföld]] |
||
[[it:Regnum Teutonicorum]] |
|||
[[ja:東フランク王国]] |
[[ja:東フランク王国]] |
||
[[ko:동 프랑크 왕국]] |
[[ko:동 프랑크 왕국]] |
Stumm eus an 13 Mez 2008 da 15:01
Frankia ar reter eo al lodenn reter eus Impalaeriezh Karl-Veur a oa bet rannet e 843. Gant Loeiz ar German e oa degouezhet. Er rouantelezh-se edo rann reter Aostrazia gozh, Saks, Thuringen ha Bavaria.
Anvioù-lec'hioù
Buan, pa echuas amzervezh ar Garolingindi ar reter, e teuas Frankia ar reter da vout Germania. Ne voe miret anv ar Franked nemet er rannvroioù trevadennet da-vat ganto, en anvioù evel Frankonia ha Frankfurt (kreñvlec'h ar Franked) hag ivez en anv rouantelezh Frankia ar c'hornôg (deuet da vezañ Bro-C'hall) pa gustume e rouaned diskouez titl "rex Francorum" (roue ar Franked) bete an XIIvet kantved.
Rannidigezh
Rannet e voe Frankia ar reter e peder dugelezh:
- dugelezh Souabia (Alemania),
- Frankonia,
- dugelezh Saks
- Bavaria, enni Moravia ha Karintia). Ouzh an domanioù-se e voe staget lodennoù reter Lotaringia, war-lerc'h marv Lotar II e 869.
Padout a reas ar rannidigezh-se en Impalaeriezh santel, roman ha german, deuet diwar ar Frankia ar reter-se, betek 1268, pa echuas lignez ar re Hohenstaufen. Sellout ouzh roll an unpennoù german.