Alberic O'Kelly de Galway : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
'''Alberic O'Kelly de Galway''' a zo bet ganet d'ar [[17 Mae|17 a viz Mae]] [[1911]] e [[Ruisbroek (Sint-Pieters-Leeuw)]] ([[Belgia]]) ha marvet d'an [[3 Here|3 a viz Here]] [[1980]] e [[Kêr-Vec'hiko]] ([[Mec'hiko]]). |
'''Alberic O'Kelly de Galway''' a zo bet ganet d'ar [[17 Mae|17 a viz Mae]] [[1911]] e [[Ruisbroek (Sint-Pieters-Leeuw)]] ([[Belgia]]) ha marvet d'an [[3 Here|3 a viz Here]] [[1980]] e [[Kêr-Vec'hiko]] ([[Mec'hiko]]). |
||
Mestrc'hoarier [[echedoù]] [[Belgia|belgiat]]. |
|||
Kazetennour ha skrivagnour [[echedoù]] e oa. |
Kazetennour ha skrivagnour [[echedoù]] e oa. |
Stumm eus an 3 Mez 2008 da 14:29
Alberic O'Kelly de Galway a zo bet ganet d'ar 17 a viz Mae 1911 e Ruisbroek (Sint-Pieters-Leeuw) (Belgia) ha marvet d'an 3 a viz Here 1980 e Kêr-Vec'hiko (Mec'hiko).
Mestrc'hoarier echedoù belgiat.
Kazetennour ha skrivagnour echedoù e oa.
Skrivañ a reas kalz a bennadoù a-zivout an echedoù er c'hazetennoù Europe-Echecs, La Libre Belgique ha Le Soir.
E miz Gwengolo 1939 e oa serjant en Tirlu belgiat. Kemer a reas perzh en Eil brezel bed e Belgia e miz Mae 1940.
Komz a rae seizh yezh: galleg, izelvroeg, alamaneg, saozneg, italianeg, spagnoleg ha rusianeg.
Mignon e oa gant ar mestrc'hoarier soviedat Aleksandr Kotov.
Mestr e 1938, Mestr Meur Etrebroadel FIDE e 1956.
Kampion Echedoù Belgia e voe e 1938, 1942, 1943, 1944, 1946, 1951, 1952, 1953, 1956, 1957 ha 1959 (ar wezh-mañ a-gevred gant Jozef Boey).
Kampion bedel an echedoù dre lizher adalek 1959 betek 1962.
Oberennoù skrivet
- Alberic O'Kelly de Galway, Match Botvinnik-Smyslov, Éditions du Marais, Brusel, 1957;
- Alberic O'Kelly de Galway, 34mal Schachlogik, Verlag de Gruyter, Berlin, 1964;
- Alberic O'Kelly de Galway, Tigran Petrosjan , champion du monde, Éditions du Marais, Brusel, 1964;
- Alberic O'Kelly de Galway, The Sicilan flank game, Batsford, Londrez 1969;
- Alberic O'Kelly de Galway, Assess your chess fast, Batsford, Londrez, 1978, ISBN 0713410566 ;
- Alberic O'Kelly de Galway, Improve your chess fast, Batsford, Londrez,1978, ISBN 071341054X.
Liammoù diavaez
- (en) Buhezskrid berr ha partiennoù Albéric O'Kelly de Galway e Chessgames ;
- (en) O'Kelly de Galway e Chessmail.com ;
- (fr) [creb.serveftp.com/JOURNAL/journal-41.PDF#page=9 Kazetenn 41 eus Kelc'h Roueel Echedoù Brusel, Gwenholon 2003] Buhezskrid Albéric O'Kelly gant Etienne Cornil.