Raymond Chandler : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: fr:Raymond Chandler |
|||
Linenn 40: | Linenn 40: | ||
[[eu:Raymond Chandler]] |
[[eu:Raymond Chandler]] |
||
[[fi:Raymond Chandler]] |
[[fi:Raymond Chandler]] |
||
[[fr:Raymond Chandler]] |
|||
[[gl:Raymond Chandler]] |
[[gl:Raymond Chandler]] |
||
[[he:ריימונד צ'נדלר]] |
[[he:ריימונד צ'נדלר]] |
Stumm eus an 19 Mae 2008 da 21:13
Raymond Thornton Chandler (23 a viz Gouere 1888 – 26 a viz Meurzh 1959) a oa ur skrivagner romantoù polis amerikan.
Bras eo bet e levezon war ar skrivañ romantoù polis modern, dreist-holl a-fet doare skrivañ. Meur a skrivagner en deus klasket skrivañ eveltañ.
E vuhez
Ganet eo bet Chandler e Chicago (Illinois) e 1888. E 1895 e tispartias e dud hag e tilojas d’ar Rouantelezh-Unanet. E 1900 ez eas da Dulwich College, ha broadet saoz e voe e 1907, a-benn bezañ gouest da dremen e arnodennoù. Dont a reas a-benn, hag e labouras ur bloavezh-pad en Amiraliezh saoz. Er memes koulz e lakas embann e varzhoneg kentañ. Goude bezañ echu gant an Amiraliezh e labouras evel tamm kazetenner hag e kendalc’has da skrivañ barzhonegoù. E 1912 e tistroas d’ar Stadoù-Unanet hag e heulias ur stummadur a-benn bezañ kontour. E 1917 ec’h emouestlas en arme Kanada hag e vrezelas e Bro-C’hall. Goude an arsav-brezel en em stalias e Los Angeles hag e vevas gant Cissy Pascal, ar plac’h hag a zeufe da vezañ e wreg. E 1932 e teuas Chandler da vezañ bezprezidant Dabney Oil Syndicate (Signal Hill, California) met skarzhet e voe rak ur mezvier e oa. E-unan e teskas skrivañ testennoù pulp a-benn bevañ. E-barzh Black Mask e voe embannet e istor kentañ e 1933. E 1939 e voe embannet e romant kentañ (The Big Sleep). Berzh a reas e romantoù, neuze e skrivas senarii evit Hollywood (gant Billy Wilder da skouer evit Double Indemnity (1944)). Ar senario nemetañ ijinet penn-da-benn gantañ eo The Blue Dahlia (1946). Cissy a varvas e 1954 ha Chandler a grogas da lonkañ en-dro. Neuze e voe fallaet e zoare-skrivañ, hag e klaskas en em zistruj e 1955. Mervel a reas e 1959 abalamour d’un danijenn-skevent. Chomet eo brudet evel krouer Philip Marlowe, kentpatrom an enklasker prevez amerikan, a zo bet c'hoariet gant Humphrey Bogart.
Romantoù
- The Big Sleep, 1939 (lakaet da film e 1946 gant Howard Hawks, gant Humphrey Bogart ha Laureen Bacall)
- Farewell, My Lovely, 1940 (lakaet da film e 1944 gant Edward Dmytryk)
- The High Window, 1942
- The Lady in the Lake, 1943 (lakaet da film e 1947 gant Robert Montgomery)
- The Little Sister, 1949
- The Long Goodbye, 1954 (lakaet da film gant Robert Altman e 1973)
- Playback, 1958
- Poodle Springs, 1959 (Romant diechu, bet echuet gant Robert B. Parker e 1989)