Raymond Chandler : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7: Linenn 7:

== E vuhez ==
== E vuhez ==
Ganet eo bet Chandler e [[Chicago]] ([[Illinois]]) e [[1888]]. E [[1895]] e tispartias e dud hag e tilojas d’ar [[Rouantelezh-Unanet]]. E [[1900]] ez eas da Dulwich College, ha broadet saoz e voe e [[1907]], a-benn bezañ gouest da dremen e arnodennoù. Dont a reas a-benn, hag e labouras ur bloavezh-pad en Amiraliezh saoz. Er memes koulz e lakas embann e varzhoneg kentañ.

Chandler a zo bet ganet e [[Chicago]] ([[Illinois]]) e [[1888]]. E [[1895]] e tispartias e dud hag e tilojas d’ar [[Rouantelezh-Unanet]]. E [[1900]] ez eas da Dulwich College, ha broadet saoz e voe e [[1907]], a-benn bezañ gouest da dremen e arnodennoù. Dont a reas a-benn, hag e labouras ur bloavezh-pad en Amiraliezh saoz. Er memes koulz e lakas embann e varzhoneg kentañ.
Goude bezañ echu gant an Amiraliezh e labouras evel tamm kazetenner hag e kendalc’has da skrivañ barzhonegoù.
Goude bezañ echu gant an Amiraliezh e labouras evel tamm kazetenner hag e kendalc’has da skrivañ barzhonegoù.
E [[1912]] e tistroas d’ar [[Stadoù-Unanet]] hag e heulias ur stummadur a-benn bezañ kontour. E [[1917]] ec’h emouestlas en arme [[Kanada]] hag e vrezelas e [[Bro-C’hall]]. Goude an arsav-brezel en em stalias e [[Los Angeles]] hag e vevas gant Cissy Pascal, ar plac’h hag a zeufe da vezañ e wreg.

E [[1932]] e teuas Chandler da vezañ bezprezidant Dabney Oil Syndicate (Signal Hill, [[California]]) met skarzhet e voe rak ur mezvier e oa.
E [[1932]] e teuas Chandler da vezañ bezprezidant Dabney Oil Syndicate (Signal Hill, [[California]]) met skarzhet e voe rak ur mezvier e oa.
E-unan e teskas skrivañ testennoù pulp a-benn bevañ.
E-unan e teskas skrivañ testennoù ''pulp'' a-benn bevañ.
E istor kentañ a voe embannet e-barzh [[Black Mask]] e [[1933]]. E romant kentañ (The Big Sleep) a voe embannet e [[1939]].
E-barzh [[Black Mask]] e voe embannet e istor kentañ e [[1933]]. E [[1939]] e voe embannet e romant kentañ (The Big Sleep).
Berzh a reas e romantoù, neuze e skrivas senarii evit [[Hollywood]] (gant [[Billy Wilder]] da skouer evit ''Double Indemnity'' ([[1944]])). Ar senario nemetañ ijinet penn-da-benn gantañ eo ''The Blue Dahlia'' ([[1946]]).

Cissy a varvas e [[1954]] ha Chandler a grogas da lonkañ en-dro. Neuze e voe fallaet e zoare-skrivañ, hag e klaskas en em zistruj e [[1955]]. Mervel a reas e 1959 abalamour d’un danijenn-skevent.
Cissy a varvas e [[1954]] ha Chandler a grogas da lonkañ en-dro. Neuze e voe fallaet e zoare-skrivañ, hag e klaskas en em zistruj e [[1955]]. Mervel a reas e 1959 abalamour d’un danijenn-skevent.

Stumm eus an 19 Mae 2008 da 03:01

Raymond Chandler

Raymond Thornton Chandler (23 a viz Gouere 1888 – 26 a viz Meurzh 1959) a oa ur skrivagner romantoù polis amerikan. Bras eo bet e levezon war ar skrivañ romantoù polis modern, dreist-holl a-fet doare skrivañ. Meur a skrivagner en deus klasket skrivañ eveltañ.

E vuhez

Ganet eo bet Chandler e Chicago (Illinois) e 1888. E 1895 e tispartias e dud hag e tilojas d’ar Rouantelezh-Unanet. E 1900 ez eas da Dulwich College, ha broadet saoz e voe e 1907, a-benn bezañ gouest da dremen e arnodennoù. Dont a reas a-benn, hag e labouras ur bloavezh-pad en Amiraliezh saoz. Er memes koulz e lakas embann e varzhoneg kentañ. Goude bezañ echu gant an Amiraliezh e labouras evel tamm kazetenner hag e kendalc’has da skrivañ barzhonegoù. E 1912 e tistroas d’ar Stadoù-Unanet hag e heulias ur stummadur a-benn bezañ kontour. E 1917 ec’h emouestlas en arme Kanada hag e vrezelas e Bro-C’hall. Goude an arsav-brezel en em stalias e Los Angeles hag e vevas gant Cissy Pascal, ar plac’h hag a zeufe da vezañ e wreg. E 1932 e teuas Chandler da vezañ bezprezidant Dabney Oil Syndicate (Signal Hill, California) met skarzhet e voe rak ur mezvier e oa. E-unan e teskas skrivañ testennoù pulp a-benn bevañ. E-barzh Black Mask e voe embannet e istor kentañ e 1933. E 1939 e voe embannet e romant kentañ (The Big Sleep). Berzh a reas e romantoù, neuze e skrivas senarii evit Hollywood (gant Billy Wilder da skouer evit Double Indemnity (1944)). Ar senario nemetañ ijinet penn-da-benn gantañ eo The Blue Dahlia (1946). Cissy a varvas e 1954 ha Chandler a grogas da lonkañ en-dro. Neuze e voe fallaet e zoare-skrivañ, hag e klaskas en em zistruj e 1955. Mervel a reas e 1959 abalamour d’un danijenn-skevent. Chomet eo brudet evel krouer Philip Marlowe, kentpatrom an enklasker prevez amerikan, a zo bet c'hoariet gant Humphrey Bogart.

Romantoù