Lombarded : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: sl:Langobardi
kempenn
Linenn 6: Linenn 6:




Unan eus ar pobloù [[Germaned|german]] e oa al '''Lombarded''' pe ''Langobarded''. Er [[Iañ kantved|c’hentañ kantved]] e oant o vevañ e [[traoñienn]] ar [[stêr]] [[Elbe]], e [[hanternoz]] [[Alamagn]] hiziv. Er [[IVe kantved]] e voe pobloù all o tont eus ar [[Reter|reter]] ha mont a reas al Lombarded war-zu ar [[kreizteiz|c’hreisteiz]]. Goude ur pennad en em ziazezjont e ''[[Pannonia]]'' hag e ''Noricum'' ([[Aostria]] hag [[Hungaria]] hiziv). Reiñ a reas an [[Impalaeriezh roman ar Reter|impalaer roman]] [[Justinianus Iañ]] an aotre dezho da chom eno e [[548]], evel ''foederati'' (pobl kevreet gant ar Romaned).
Unan eus ar pobloù [[Germaned|german]] e oa al '''Lombarded''' pe ''Langobarded''. Er [[Iañ kantved|c’hentañ kantved]] e oant o vevañ e [[traoñienn]] ar [[stêr]] [[Elbe]], e [[hanternoz]] [[Alamagn]] hiziv. Er [[IVe kantved]] e oa pobloù all o tont eus ar [[Reter|reter]] ha mont a reas al Lombarded war-zu ar [[kreizteiz|c’hreisteiz]]. Goude ur pennad en em ziazezjont e ''[[Pannonia]]'' hag e ''Noricum'' ([[Aostria]] hag [[Hungaria]] hiziv). Reiñ a reas an [[Impalaeriezh roman ar Reter|impalaer roman]] [[Justinianus Iañ]] an aotre dezho da chom eno e [[548]], evel ''foederati'' (pobl kevreet gant ar Romaned).
E [[568]], dindan ren o roue [[Alboin]], e voe treuzet an [[Alpoù]] ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz [[Italia]]. Eno e voe savet ur [[rouantelezh]] ganto, gant [[Pavia]] da gêr-benn.
E [[568]], dindan ren o roue [[Alboin]], e voe treuzet an [[Alpoù]] ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz [[Italia]]. Eno e voe savet ur [[rouantelezh]] ganto, ha [[Pavia]] da gêr-benn.
Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent [[Stadoù ar Pab]] nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh vizantat]].
Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent [[Stadoù ar Pab]] nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh vizantat]].
Goude marv ar roue Alboin (war-dro [[570]]) e voe rannet o rouantelezh e [[36]] [[Dugelezh|dugelezh]]. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù [[Bizantion]] diouzh un tu pe re ar [[Franked]] diouzh an tu all.
Goude marv ar roue Alboin (war-dro [[570]]) e voe rannet o rouantelezh e [[36]] [[Dugelezh|dugelezh]]. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù [[Bizantion]] en un tu pe re ar [[Franked]] en tu all.


Pa zeujont da Italia e oa [[Pagan|pagan]]ed eus darn eus al Lombarded tra ma heulie lod all [[kristeniezh|kredenn gristen]] [[Arius]]. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar [[pab|bibien]]. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik.
Pa zeujont da Italia e oa [[pagan]] darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all [[kristeniezh|kredenn gristen]] [[Arius]]. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar [[pab|bibien]]. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik.
Gant ar Pab e voe galvet ar [[Franked]] war e sikour ha trec’h e voe ar re-se, renet gant [[Pepin ar Berr]], war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab [[Adrian Iañ]], ha trec’h e voent adarre. [[Karl Veur]], roue ar Franked, a voe kurunet roue al Lombarded e [[Pavia]] e [[774]]. Lonket e voe bro al Lombarded neuze en [[Impalaeriezh Karl Veur]].
Gant ar Pab e voe galvet ar [[Franked]] d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant [[Pepin Grenn]], war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab [[Adrian Iañ]], ha trec’h e voent adarre. [[Karl Veur]], roue ar Franked, a voe kurunet roue al Lombarded e [[Pavia]] e [[774]]. Lonket e voe bro al Lombarded neuze en [[Impalaeriezh Karl Veur]].
Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet [[Lombardia]] anezhi.
Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet [[Lombardia]] anezhi.



Stumm eus an 18 Mae 2008 da 11:38


Unan eus ar pobloù german e oa al Lombarded pe Langobarded. Er c’hentañ kantved e oant o vevañ e traoñienn ar stêr Elbe, e hanternoz Alamagn hiziv. Er IVe kantved e oa pobloù all o tont eus ar reter ha mont a reas al Lombarded war-zu ar c’hreisteiz. Goude ur pennad en em ziazezjont e Pannonia hag e Noricum (Aostria hag Hungaria hiziv). Reiñ a reas an impalaer roman Justinianus Iañ an aotre dezho da chom eno e 548, evel foederati (pobl kevreet gant ar Romaned). E 568, dindan ren o roue Alboin, e voe treuzet an Alpoù ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz Italia. Eno e voe savet ur rouantelezh ganto, ha Pavia da gêr-benn. Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent Stadoù ar Pab nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an Impalaeriezh vizantat. Goude marv ar roue Alboin (war-dro 570) e voe rannet o rouantelezh e 36 dugelezh. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù Bizantion en un tu pe re ar Franked en tu all.

Pa zeujont da Italia e oa pagan darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all kredenn gristen Arius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar bibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik. Gant ar Pab e voe galvet ar Franked d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant Pepin Grenn, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab Adrian Iañ, ha trec’h e voent adarre. Karl Veur, roue ar Franked, a voe kurunet roue al Lombarded e Pavia e 774. Lonket e voe bro al Lombarded neuze en Impalaeriezh Karl Veur. Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet Lombardia anezhi.

Restr:Kurunenn.jpg
Kurunenn rouaned al Lombarded