Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: de:Zivilkonstitution
Linenn 10: Linenn 10:
[[category:Istor relijiel]]
[[category:Istor relijiel]]


[[de:Zivilkonstitution]]
[[de:Zivilverfassung des Klerus]]
[[en:Civil Constitution of the Clergy]]
[[en:Civil Constitution of the Clergy]]
[[es:Constitución civil del clero]]
[[es:Constitución civil del clero]]

Stumm eus an 13 Mae 2008 da 17:39

Al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (Loi sur la constitution civile du clergé) votet d'an 12 a viz Gouere gant an Bodadenn bonreizhañ broadel (Assemblée nationale constituante) a zo he fal "constituer" kloer Bro-C'hall evel keodedourien, d.l.e. sevel anezho evel keodedourien gant ur statud lezennel.
N'eo ket kaoz eus ur vonreizh bennak. Ur fazi bras a vez graet pa vez troet anv al lezenn gant Bonreizh ar gloer pe souezhuzoc'h Lezenn sivil ar veleien (biskoazh kement-all !).
E galleg a-vremañ, anv al lezenn a vije marteze : Loi pour conférer un statut de citoyen aux membres du clergé.
Araok al lezenn-mañ, ar gloer a oa dindan beli lezennel diabarzh an Iliz katolik roman hag e oa difennet ouzho dimeziñ, legadiñ o madoù d'o familh, ober o annez diouzh o grad hag e oa lezioù-barn ispisial evito, an "officialités" diouzh o anv.

Al lezenn a reas da bep kloareg, eskop, beleg, manac'h, lean, leanez, ar gwirioù keodedel hag e oe posubl dezho lezel o fostoù pe o strollegezhioù manatiel.
An abatioù hag al leandioù a oa evit mont da get pa oa bet divizet araok gant ul lezenn votet d'an 13 a viz C'hwevrer 1790 e vije lakaet o madoù evel "Gladoù broadel" . Koulskoude e chome an eskoptioù hag ar parrezioù renet gant eskibien ha beleien dilennet gant ar fideled.