Flandrez Frañs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: da:Fransk Flandern
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: gl:Flandres francés
Linenn 33: Linenn 33:
[[es:Flandes francés]]
[[es:Flandes francés]]
[[fr:Flandre française]]
[[fr:Flandre française]]
[[gl:Flandres francés]]
[[hu:Francia Flandria]]
[[hu:Francia Flandria]]
[[nl:Frans-Vlaanderen]]
[[nl:Frans-Vlaanderen]]

Stumm eus an 12 Mae 2008 da 23:15

Evit implijoù all eus ar ger Flandrez, gwelit Flandrez (digejañ)

Flandrez Frañs (Flandre française e galleg, Frans-Vlaanderen e nederlandeg), pe Flandrez ar c’hreisteiz, a reer eus un tamm eus departamant an Nord a oa ul lodenn eus kontelezh Flandrez gwechall.

Ar vro

Flandrez Frañs, livet e melen, gant ar stêr Leie (Lys)

Mont a ra Flandrez Frañs d’ober un drederenn eus departamant an Nord. Lille eo ar gêr vrasañ enni. E-touez ar c’hêrioù bras all emañ Douai, Kassel, Dukark, Hazebroek ha Belle (Bailleul). Rannet e vez e daou gorn-bro : ar Westhoek ha Flandrez romanek.

Emañ ar Westhoek, pe arvor Flandrez, etre ar stêr Leie (Lys e galleg) ha Mor an Hanternoz.

Emañ Flandrez romanek er c’hreisteiz d’ar stêr Leie, en-dro da gêrioù Lille ha Douai.

Bevennoù kontelezh Flandrez, da vareoù zo, a yae pelloc’h er c’hreisteiz, gant douaroù en-dro da Valenciennes.

Ar yezhoù

E Flandrez Frañs e komzer div yezh a-gozh. D’ar mare ma voe ar Franked o vont war-raok war-zu ar c’hornôg hag ar c’hreisteiz e voe diazezet an harzoù etre ar yezhoù germanek ha romanek. Er biz e komzed flandrezeg hag er mervent pikardeg. War-gil eo aet ar vevenn etre ar yezhoù abaoe ar Grennamzer. Hiziv an deiz ne gomzer flandrezeg nemet er Westhoek.

Liammoù diavaez