Keginañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16: Linenn 16:
Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet so bet tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù.
Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet so bet tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù.


An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù a beb sort : kalite, orin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar [[vejetarian|vejetarianed]] hag ar [[vegan|veganed]]), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'al loened, pe ewid preserviñ ar [[biosfer]] (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo a broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all a broteïn vejetal).
An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù a beb sort : kalite, orin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar [[vejetarian|vejetarianed]] hag ar [[vegan|veganed]]), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'al loened, pe ewid preserviñ ar [[biosferenn|viosferenn]] (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo a broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all a broteïn vejetal).


Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù.
Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù.

Stumm eus an 15 Mae 2005 da 13:30


Ar c'h-Keginañ, pe ar c'h-Cuisine, a so an arz hag an teknik da aosañ boued ewid magañ an dud.

Ar c'h-cuisine a zeskriv pratikamant penaos dibabañ ha prenañ an danvezioù implijet ewid aosañ ar pred, penaos prepariñ anehe, pezhsort benwegi implijañ, an doareoù-poazhañ, ha modoù a-beb-sort ewid presantiñ ar pladoù.

Aosañ ar prejoù

Dibabañ, produiñ ha prenañ boued

Ar mod da geginañ a zepant deus ar c'heginour, deus an dañvezioù disponibl, ha c'hoazh deus boasioù hag obligaçionoù kulturel, medikal ha relijïel.

Ewid ur boued boud implijabl, ema red dehañ boud aes da gavoud ha marc'had-mad a-walc'h.

Peogwir e tebr un den ewid é blijadur ha n'eo ked ewid bewiñ ha kreskiñ hebkén, ema red d'ar boued boud saourus a-walc'h, pezh a chañch herwez ar vro hag ar gevredigezh. Debriñ, ouzhpenn-se, a so un akt soçial, setu ne vo ket debret gant tud-so sortoù-boued-so, abalamour d'ou imajoù fall (eol kolza dibaoe ar c'h-Kentañ Bresel-Bed...), padal e vo klasket gant tud all traoù rar ha ker (ar foie-gras pe ar c'haviar) pe c'hoazh traoù aoset gant kals a ijin ha diskouezet braw-kenañ war ar plad ha war an daol.

Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet so bet tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù.

An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù a beb sort : kalite, orin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar vejetarianed hag ar veganed), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'al loened, pe ewid preserviñ ar viosferenn (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo a broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all a broteïn vejetal).

Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù. E-pad pell, ema bet an disponibilite ar penn-fakteur, – disponibilite e-barzh ar vro kement ha disponibilite e-pad ar mare-bloaz. Ar boasioù hag an teknikoù a so daet deus ar fakteurioù-se, ha deus pezh-sort dañvez-tan oa (koad, glaou).

Hiziw c'hoazh, ewid an taol vras deus an dud war an douar, e ta ar boued deus jardinoù pe deus ar labour-douar-bewañs, – da lâred eo : deus produksionoù lokal. Variete ar boued a zepant neuse deus biodiversite beb korn-bro. Ba broioù industrialiset e vez degasset ar boued deus komersioù-tost ha supermarc'hajoù. Kavet e vez produioù fraost, hanter-aoset, pe prest da zebriñ (ne chom ket mui 'med da boazhañ an traoù).

Bremañ pa vez koñvers heleizh etre ar broioù, e vez kavet frwezh ha legumaj hed-ha-hed ar bloaz, pezh ne oa ked gwezhall-gozh. An dra-se en deus chañchet boasioù-debriñ ha ritoù so. (Da skwer ne dal ket mui ofriñ un aval-orañj ewid Nedeleg, pezh vez gwraet aval-nedeleg a-blassoù)

Bouedoù so ne vezont ked debret kén, goude fenomenoù-mod, pe dre emaint bet dileset gant an industri agro-alimentar.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Gweled iwe