Hestia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 26: Linenn 26:
#[[Olimpia]], [[santual]] [[Elis]] ([[Élide]], kreisteiz [[Henc'hres]]) ;
#[[Olimpia]], [[santual]] [[Elis]] ([[Élide]], kreisteiz [[Henc'hres]]) ;
#[[Larisa (Tesalia)|Larisa]], kêrbenn al [[Lapited]] ([[Tesalia]], hanternoz [[Henc'hres]]) ;
#[[Larisa (Tesalia)|Larisa]], kêrbenn al [[Lapited]] ([[Tesalia]], hanternoz [[Henc'hres]]) ;
#[[Enez]] [[Tenedos]], ([[Mor Aegeos]]).
#[[Enez]] [[Tenedos]], ([[Mor Egea]]).


== Ikonografiezh==
== Ikonografiezh==

Stumm eus an 12 Ebr 2008 da 17:50

Vesta Giustiniani, mirdi Torlonia (Roma)

Hestia (Ἑστία / Hestía e henc'hresianeg) eo doueez an tan sakr hag an oaled. Merc'h henañ Kronos ha Rea eo-hi, c'hoar eo da Zeus, Poseidon, Hades, Hera ha Demeter. Emañ eus ar memes remziad hag ar re a anver daouzek doue an Olimp, a dra sur, met ne vez ket kontet atav e-touez daouzek doue an Dodekatheon.

Vesta e oa hec'h anv hervez ar Romaned.

Pa bignas Zeus, he breur, war gador roue an doueed, e resevas, evel Artemis pe Atena, ar galloud da viret he gwerc'hted da viken, a-benn achapp diouzh karantez Apollon ha Poseidon.

N'eus hogos mojenn ebet a gement a ve stag ouzh an doueez-se. Ne gemer perzh ebet e tabut ebet, ar pezh a ra anezhi un esparadenn e-touez Olimpiz. Mirout a ra Zeus druzoni an aberzhioù dezhi.

Kehelerezh

Personneladur an oaled eo Hestia, ar flammenn sakr a zev dibaouez en tier hag en temploù, hag a c'hlanna anezhe. Azeulet eo evel gwarezerez ar familhoù, ar c'heodedoù hag an trevadennoù.

Pa felle d'ar C'hresianed diazezañ un drevadenn e kasent gante tan Hestia, kemeret e templ ar vetropolenn a-benn enaouiñ oaled o c'heoded nevez. Evel se e arouez Hestia ivez hollbadusted ar sevenadurezh hag ar relijion.

Kement pred a groge hag a echue gant ur prof da Hestia.

Lec'hioù kehelerezh pennañ ha santualoù

  1. Aten, kêrbenn an Attika (kreisteiz Henc'hres) ;
  2. Oropos, kêr eus an Attika ;
  3. Hermione, keoded eus Argolide (kreisteiz Henc'hres);
  4. Sparta, kêrbenn al Lakonia (kreisteiz Henc'hres) ;
  5. Olimpia, santual Elis (Élide, kreisteiz Henc'hres) ;
  6. Larisa, kêrbenn al Lapited (Tesalia, hanternoz Henc'hres) ;
  7. Enez Tenedos, (Mor Egea).

Ikonografiezh

Peurliesañ e veze diskouezet en he sav gant Hellaziz, gwisket en un doare eeun, ganti ur ouel war he fenn.

An tan eo hec'h arouez.


Mammennoù

Gwelet ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes