Lombarded : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: pms:Longobard
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: es:Lombardo
Linenn 25: Linenn 25:
[[en:Lombards]]
[[en:Lombards]]
[[eo:Lombardoj]]
[[eo:Lombardoj]]
[[es:Lombardos]]
[[es:Lombardo]]
[[et:Langobardid]]
[[et:Langobardid]]
[[fa:لمباردها]]
[[fa:لمباردها]]

Stumm eus an 11 Ebr 2008 da 10:30


Unan eus ar pobloù german e oa al Lombarded pe Langobarded. Er c’hentañ kantved e oant o vevañ e traoñienn ar stêr Elbe, e hanternoz Alamagn hiziv. Er IVe kantved e voe pobloù all o tont eus ar reter ha mont a reas al Lombarded war-zu ar c’hreisteiz. Goude ur pennad en em ziazezjont e Pannonia hag e Noricum (Aostria hag Hungaria hiziv). Reiñ a reas an impalaer roman Justinianus Iañ an aotre dezho da chom eno e 548, evel foederati (pobl kevreet gant ar Romaned). E 568, dindan ren o roue Alboin, e voe treuzet an Alpoù ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz Italia. Eno e voe savet ur rouantelezh ganto, gant Pavia da gêr-benn. Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent Stadoù ar Pab nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an Impalaeriezh vizantat. Goude marv ar roue Alboin (war-dro 570) e voe rannet o rouantelezh e 36 dugelezh. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù Bizantion diouzh un tu pe re ar Franked diouzh an tu all.

Pa zeujont da Italia e oa paganed eus darn eus al Lombarded tra ma heulie lod all kredenn gristen Arius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar bibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik. Gant ar Pab e voe galvet ar Franked war e sikour ha trec’h e voe ar re-se, renet gant Pepin ar Berr, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab Adrian Iañ, ha trec’h e voent adarre. Karl Veur, roue ar Franked, a voe kurunet roue al Lombarded e Pavia e 774. Lonket e voe bro al Lombarded neuze en Impalaeriezh Karl Veur. Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet Lombardia anezhi.

Restr:Kurunenn.jpg
Kurunenn rouaned al Lombarded