Seán Mac Diarmada : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: fi:Sean MacDiarmada
Linenn 11: Linenn 11:


E-pad [[Emsavadeg Pask]], Mac Diarmada, abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa voe trec'h ar Saozon, e c'hellas chom kuzhet e-touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet e voe d'ar marv ha lazhet d'an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seán Mac Diarmada e-touez an emsaverien bac'het, a voe lazhet diwezhatoc'h war urzhioù [[Michael Collins]].
E-pad [[Emsavadeg Pask]], Mac Diarmada, abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa voe trec'h ar Saozon, e c'hellas chom kuzhet e-touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet e voe d'ar marv ha lazhet d'an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seán Mac Diarmada e-touez an emsaverien bac'het, a voe lazhet diwezhatoc'h war urzhioù [[Michael Collins]].

[[ca:Sean MacDermott]]
[[en:Seán Mac Diarmada]]
[[ga:Seán Mac Diarmada]]
[[no:Sean MacDermott]]


[[Rummad:Tud|Mac Diarmada Seán]]
[[Rummad:Tud|Mac Diarmada Seán]]
Linenn 22: Linenn 17:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1883|Mac Diarmada Seán]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1883|Mac Diarmada Seán]]
[[Rummad:Marvioù 1916|Mac Diarmada Seán]]
[[Rummad:Marvioù 1916|Mac Diarmada Seán]]

[[ca:Sean MacDermott]]
[[en:Seán Mac Diarmada]]
[[fi:Sean MacDiarmada]]
[[ga:Seán Mac Diarmada]]
[[no:Sean MacDermott]]

Stumm eus an 6 Ebr 2008 da 10:51

Seàn Mac Diarmada

Seán Mac Diarmada (ganet evel John McDermott hag anavezet ivez e saozneg evel Seán Mac Dermott) a zo bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1883 e kontelezh Leitrim ha tremenet d'an 12 a viz Mae 1916. Kemer a reas perzh en aozadur Emsavadeg Pask hag en darvoudoù da-heul. Kondaonet e voe d'ar marv goude-se.

Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e kontelezh Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908 ez eas da Zulenn e lec’h ma'z eas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar Sinn Féin, an Irish Republican Brotherhood ha Conradh na Gaeilge). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.

E 1910 e teuas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, Blumer Hobson ha Denis MacCullough. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an IRB. Evel se e kejas gant Thomas Clarke, dont a rejont da vezañ tost-kenañ an eil d'egile. Un tammig diwezhatoc’h e voe paket gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.

Restr:Mac Diarmada.jpg
Plakenn en enor da Seàn Mac Diarmada ouzh moger ur savadur ma oa bet o labourat

E 1913, Mac Diarmada a labouras da genstagañ kevredigezh an Irish Volunteers ouzh an IRB. E 1915, harzet e voe gant ar Saozon abalamour d’ur brezegenn en doa graet a-enep ar Rouantelezh-Unanet. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e-barzh aozadur emsav 1916.

E-pad Emsavadeg Pask, Mac Diarmada, abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa voe trec'h ar Saozon, e c'hellas chom kuzhet e-touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet e voe d'ar marv ha lazhet d'an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seán Mac Diarmada e-touez an emsaverien bac'het, a voe lazhet diwezhatoc'h war urzhioù Michael Collins.