Askorn : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: pag:Pokel |
D Robot ouzhpennet: diq:Este |
||
Linenn 32: | Linenn 32: | ||
[[da:Knogle (anatomi)]] |
[[da:Knogle (anatomi)]] |
||
[[de:Knochen]] |
[[de:Knochen]] |
||
[[diq:Este]] |
|||
[[el:Οστό]] |
[[el:Οστό]] |
||
[[en:Bone]] |
[[en:Bone]] |
Stumm eus an 31 Meu 2008 da 07:26
Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anvioù a vez graet ouzh hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù, ar flugez hag an empenn (houmañ enklozet e boest ar glopenn).
Studi an eskern eo an askornouriezh.
Danvez
Gant raz (danvez) e vez graet an eskern evit reiñ o c'haleter ha o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeut anezho evel eskern an treid pa ya an Den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern e-lec'h ma emañ mel an eskern.
Troiennoù
- Gortoz an askorn (gortoz ma vo marv un den evit kaout e hêrezh, da skouer)
- Ober bleud gant eskern un den bennak (kalkennata pe gunujenniñ)
- Sac'h(ad)-eskern (dre skeudennadur evit an Den)
- Treut-eskern : bezañ treut evel ur c'havr
Sterioù all
Pep a elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet askorn eus outañ : askorn kerez (kalonenn gerez) hag memestra evit ar frouezh all kalonennoù enno.