Aiakos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ca:Èac
D Robot ouzhpennet: uk:Еак
Linenn 75: Linenn 75:
[[th:สามเทพสุภา]]
[[th:สามเทพสุภา]]
[[tr:Aiakos]]
[[tr:Aiakos]]
[[uk:Еак]]

Stumm eus an 5 Meu 2008 da 13:48

Aiakos ha Telamon, gant Jean-Michel Moreau le Jeune.

Aiakos ( Αἴακος / Aiakos e gregach) a oa mab da Zeus ha d'an nimfenn Egina e mojennoù Hellaz kozh.

Mojenn

Ganedigezh

Kemeret gant Zeus tres un erer e kasas e zousig Egina da enez Œnone, anvet Egina abaoe. Eno e voe dilezet ganti he mab Aiakos kenkent ha gwilioudet.

Roue ar Virmidoned

Pa voe deuet bras ar paotr e kavas hir e amzer e-unan war e enez didud, ma c'houlennas digant e dad tudañ anezhi. ha Zeus da dreiñ e tud ar merien a veve ouzh kef un dervenn sakr. Evel-se e voe krouet pobl ar Virmidoned (diwar myrmex, « merienenn  » en gregach), hag Aiakos o roue.

Gwragez ha mibien

Dimeziñ a eure da Endeis ha daou vab o doe: Peleüs, a vo tad Akilles, ha Telamon, a vo tad Aias Telamonios.

Gant an nereidenn Psamatea e engehentas Focos .

Eus e ziskennidi e vez graet an Aiakided.

Liamm diavaez