Stalinouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25: Linenn 25:


[[Republik Poblek Sina]] avat a savas a-nep da bolitikerezh [[enep-adwelouriezh|adwelour]] o kenderc'hel da zifenn ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]] hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar [[maoouriezh|vaoouriezh]] da ideologiezh ofisiel [[Sina]] e lec'h ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]]-rik e savas [[Enver Hoxha]] a-enep dezhañ. Ur [[renad]] stalinour-rik e oa hini [[Albania]] neuze.
[[Republik Poblek Sina]] avat a savas a-nep da bolitikerezh [[enep-adwelouriezh|adwelour]] o kenderc'hel da zifenn ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]] hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar [[maoouriezh|vaoouriezh]] da ideologiezh ofisiel [[Sina]] e lec'h ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]]-rik e savas [[Enver Hoxha]] a-enep dezhañ. Ur [[renad]] stalinour-rik e oa hini [[Albania]] neuze.

==Efedoù ar stalinouriezh==
*diorren a reas ar vroadelouriezh rusian hag an [[estrengasoni]] hag an enepyuzeviezh, a-enep diazezoù an [[etrebroadelouriezh]].





Stumm eus an 3 Meu 2008 da 15:24

Kentoc'h evit un ideologiezh politikel ez eo ar 'stalinouriezh an doare da lakaat e pleutr ar varksouriezh-leninouriezh bet diorroet gant Stalin d'ar mare ma oa e penn an Unaniezh Soviedel.

Stalin. Poltred ofisiel

Abalamour da se e c'heller kompren neuze ez eo un termen a vez implijet dreist-holl gant ar re (komunourion pe get) n'emaint ket a-du gant ar varksouriezh-leninouriezh evit deskrivañ ar re a gred ne reas Stalin nemet chom feal d'al linenn bolitikel bet ijinet ha diorroet gant Marx ha Lenin. Un diforc'h a zo avat etre ar varksourion-leninourion a savas a-du gant politikerezh Mao Zedong diouzh un tu hag ar re a savas a-du gant hini Enver Hoxha goude an disparti politikel etre Republik Poblek Sina hag Albania hag a-wechoù e vez implijet an termen stalinourien evit ober dave d'an eil re.

Evit ar stalinourion e oa Stalin gwir hêr Lenin hag e chomas feal d'al linenn bolitikel bet diorroet gantañ. Gant an drotskourion avat, a sav a-enep groñs d'ar stalinouriezh, e oa Trotski a hini a ranke degouezhout e penn ar Strollad Komunour goude marv Stalin. Enebiezh vras ez eus bet - hag ez eus c'hoazh - etre ar stalinourion hag an drotskourion diouzh un tu ha war-lerc'h etre ar stalinourion e-keñver an eurogomunouriezh hag an adwelouriezh.


E tezennoù pennañ ar stalinouriezh e kaver:

  • Ar sokialouriezh en ur vro nemetken. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posubl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an dispac'h diehan kelennet gant Trotski.
  • An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar strourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh dispac'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizout live ar gomunouriezh er bed-holl.

Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en Unaniezh Soviedel er bloavezhioù 20 ha 30. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an houarn hag ar glaou.

Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.

Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an XXvet kantved meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en Unaniezh Soviedel evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al leninouriezh da gentañ ha war ar stalinouriezh war-lerc'h.

Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour Nikita C'hrouchtchof hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da distalinikaat ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.

Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an Unaniezh Soviedel dindan beli C'hrouchtchof o vont war hent an eurogomunouriezh hag o leuskel war lerc'h diazennoù ar varksouriezh-leninouriezh.

Republik Poblek Sina avat a savas a-nep da bolitikerezh adwelour o kenderc'hel da zifenn ar varksouriezh-leninouriezh hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar vaoouriezh da ideologiezh ofisiel Sina e lec'h ar varksouriezh-leninouriezh-rik e savas Enver Hoxha a-enep dezhañ. Ur renad stalinour-rik e oa hini Albania neuze.

Efedoù ar stalinouriezh


Gwelet ivez


Liammoù diavaez:

  • [1] Oberennoù Stalin
  • [2] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg)