Kuzul Sevenadurel Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 47: Linenn 47:


[[rummad:kevredigezhioù Breizh]]
[[rummad:kevredigezhioù Breizh]]
[[rummad:Kevredigezhioù Breizh]]
[[Rummad:Kevredigezhioù sevenadurel Breizh]]


[[fr:Conseil culturel de Bretagne]]
[[fr:Conseil culturel de Bretagne]]

Stumm eus an 13 C'hwe 2008 da 18:18

Kuzul Sevenadurel Breizh a zo ganet diwar sinadur Karta Sevenadurel Breizh e 1977. Liammet dre genemglev gant rannvro Breizh, ar c'huzul sevenadurel a labour er pemp departamant ( rannvro velestradurel ha Liger Atlantel). Bez zo ennañ:


Palioù

Labourat a ra evit anaoudegezh sevenadur Breizh ha ledanoc'h evit al liesdoare sevenadurel, digoradur hag an eskemmoù etre-sevenadurel e Breizh, e Frañs, en Europa hag er Bed a-bezh. Ober a ra al liamm etre an dilennidi hag ar bed kevredigezhel war teuliadoù sevenadurel pouezus (kelennadurezh ar brezhoneg, ...). Hetiñ a ra KSB adkempouezadur budjedoù sevenadurel ar Stad davet ar rannvroioù pe c'hoazh peurwiriekadur feurioù-skrid etrebroadel evit gwirioù sevenadurel ha yezhel gant Stad Frañs. [cheñch]

Oberiantizioù

Ober a ra KSB war-dro pevar ahel: ul lec'h evit eskemmañ titouroù ha kenaozañ etre an dilennidi hag ar c'hoarierien sevenadurel eo, degemennour c'hoant strollel ar bed sevenadurel eo e-kichen ar bobl hag ar velestradurezh ha kinnig mennozioù evit politikerezh sevenadurel e Breizh, e komisionoù diabarzh, sevel a ra danvezioù evit an diorroadur sevenadurel, skoazellañ a ra intruduoù e-kichen azgoulennoù a-zivout.

Kemer a ra perzh e Nevezamzer ar Brezhoneg hag aozañ a ra e Skol-Veur Hañv. Ober a ra studioù diwar diorroadur ar c'hleweled e Breizh. Kenembannet en deus al levr Levr Gwenn Ur sevenadur breizhek evit an XXIvet kantved, hag embannet al levr Livre Noir de l'enseignement du Breton pe c'hoazh Annuaire des dessinateurs de Bretagne. Aozañ a ra oberoù evit ar re yaouank :

  • Skol-Veur Yaouankiz Breizh (gant ar c'huzul rannvro Breizh) abaoe 2000 : sevenadur, diorroadur lec'hel ha rannvroel, teknologiezhoù nevez, ... e stumm breudoù, stalioù-labour, sonadegoù,
  • emgavioù yaouankiz Breizh
  • devezhioù stummañ.

Krouet en deus Tiez Hor Bro. Skourr Breizh Burev Europa ar yezhoù nebeut implijet eo, ha kemer a ra perzh pep bloaz e devezh Europat ar Yezhoù. Kemer a ra perzh ivez e [[Emgav ar yezhoù ha sevenadurioù ranvroel pe bihanniver hag a vod bep bloaz tud e karg eus ar sevenadur en un dek rannvro bennak. Aozañ a ra breudoù ha kollokoù war ar yezhoù bihanniver. [cheñch]

Da welet ivez

Appel: "La Bretagne, c'est la vie" [cheñch]

Liamm

lec'hienn ofisiel