Kuzul Sevenadurel Breizh : diforc'h etre ar stummoù
un tamm fichañ |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 47: | Linenn 47: | ||
[[rummad:kevredigezhioù Breizh]] |
[[rummad:kevredigezhioù Breizh]] |
||
[[rummad:Kevredigezhioù Breizh]] |
|||
[[fr:Conseil culturel de Bretagne]] |
[[fr:Conseil culturel de Bretagne]] |
Stumm eus an 13 C'hwe 2008 da 18:17
Kuzul Sevenadurel Breizh a zo ganet diwar sinadur Karta Sevenadurel Breizh e 1977. Liammet dre genemglev gant rannvro Breizh, ar c'huzul sevenadurel a labour er pemp departamant ( rannvro velestradurel ha Liger Atlantel). Bez zo ennañ:
- 2 dileuriad eus ar c'huzul armerzhel ha sokial
- 15 dileuriad eus pemp kuzul departamant Breizh
- 10 dileuriad eus ar c'hêrioù en tu-hont da 30 000 a annezidi (2 dre zepartamant)
- 4 frezidant skol-veur (Roazhon 1, Roazhon 2, Naoned, Brest)
- 1 dileuriad eus Skol-Uhel Ar Vro
- 1 dileuriad eus Ajañs Sevenadurel Breizh
- 4 den brudet ha barrek war ar vuhez sevenadurel
- 56 a gevredigezhioù ha kevreadoù a labour e tachennoù liesseurt evel ar Brezhoneg, ar Sonerezh, an Dañs, ar C'hoarioù hengounel, ar Mediaoù pe an Arzoù Plastek. Bodet ez eus neuze tost da 10 000 den, da skouer Diwan, Dihun ha Div Yezh, Skol An Emsav, Skol Ober, Stumdi, DAO, Bodadeg ar Sonerion, Kendalc'h, War 'l leur.
Palioù
Labourat a ra evit anaoudegezh sevenadur Breizh ha ledanoc'h evit al liesdoare sevenadurel, digoradur hag an eskemmoù etre-sevenadurel e Breizh, e Frañs, en Europa hag er Bed a-bezh. Ober a ra al liamm etre an dilennidi hag ar bed kevredigezhel war teuliadoù sevenadurel pouezus (kelennadurezh ar brezhoneg, ...). Hetiñ a ra KSB adkempouezadur budjedoù sevenadurel ar Stad davet ar rannvroioù pe c'hoazh peurwiriekadur feurioù-skrid etrebroadel evit gwirioù sevenadurel ha yezhel gant Stad Frañs. [cheñch]
Oberiantizioù
Ober a ra KSB war-dro pevar ahel: ul lec'h evit eskemmañ titouroù ha kenaozañ etre an dilennidi hag ar c'hoarierien sevenadurel eo, degemennour c'hoant strollel ar bed sevenadurel eo e-kichen ar bobl hag ar velestradurezh ha kinnig mennozioù evit politikerezh sevenadurel e Breizh, e komisionoù diabarzh, sevel a ra danvezioù evit an diorroadur sevenadurel, skoazellañ a ra intruduoù e-kichen azgoulennoù a-zivout.
Kemer a ra perzh e Nevezamzer ar Brezhoneg hag aozañ a ra e Skol-Veur Hañv. Ober a ra studioù diwar diorroadur ar c'hleweled e Breizh. Kenembannet en deus al levr Levr Gwenn Ur sevenadur breizhek evit an XXIvet kantved, hag embannet al levr Livre Noir de l'enseignement du Breton pe c'hoazh Annuaire des dessinateurs de Bretagne. Aozañ a ra oberoù evit ar re yaouank :
- Skol-Veur Yaouankiz Breizh (gant ar c'huzul rannvro Breizh) abaoe 2000 : sevenadur, diorroadur lec'hel ha rannvroel, teknologiezhoù nevez, ... e stumm breudoù, stalioù-labour, sonadegoù,
- emgavioù yaouankiz Breizh
- devezhioù stummañ.
Krouet en deus Tiez Hor Bro. Skourr Breizh Burev Europa ar yezhoù nebeut implijet eo, ha kemer a ra perzh pep bloaz e devezh Europat ar Yezhoù. Kemer a ra perzh ivez e [[Emgav ar yezhoù ha sevenadurioù ranvroel pe bihanniver hag a vod bep bloaz tud e karg eus ar sevenadur en un dek rannvro bennak. Aozañ a ra breudoù ha kollokoù war ar yezhoù bihanniver. [cheñch]
Da welet ivez
Appel: "La Bretagne, c'est la vie" [cheñch]