Flandrez Frañs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D flandrezeg
Linenn 14: Linenn 14:


==Ar yezhoù==
==Ar yezhoù==
E Flandrez Frañs e komzer div yezh a-gozh. D’ar mare ma voe ar [[Franked]] o vont war-raok war-zu ar c’hornôg hag ar c’hreisteiz e voe diazezet an harzoù etre ar yezhoù germanek ha romanek. Er biz e komzed [[izelvroeg|flandrezeg]] hag er mervent [[pikardeg]]. War-gil eo aet ar vevenn etre ar yezhoù abaoe ar [[Krennamzer|Grennamzer]]. Hiziv an deiz ne gomzer [[izelvroeg|flandrezeg]] nemet er [[Westhoek]].
E Flandrez Frañs e komzer div yezh a-gozh. D’ar mare ma voe ar [[Franked]] o vont war-raok war-zu ar c’hornôg hag ar c’hreisteiz e voe diazezet an harzoù etre ar yezhoù germanek ha romanek. Er biz e komzed [[flandrezeg]] hag er mervent [[pikardeg]]. War-gil eo aet ar vevenn etre ar yezhoù abaoe ar [[Krennamzer|Grennamzer]]. Hiziv an deiz ne gomzer [[flandrezeg]] nemet er [[Westhoek]].


==Liammoù diavaez==
==Liammoù diavaez==

Stumm eus an 18 Gen 2008 da 16:29

Evit implijoù all eus ar ger Flandrez, gwelit Flandrez (digejañ)

Flandrez Frañs (Flandre française e galleg, Frans-Vlaanderen e nederlandeg), pe Flandrez ar c’hreisteiz, a reer eus un tamm eus departamant an Nord a oa ul lodenn eus kontelezh Flandrez gwechall.

Ar vro

Flandrez Frañs, livet e melen, gant ar stêr Leie (Lys)

Mont a ra Flandrez Frañs d’ober un drederenn eus departamant an Nord. Lille eo ar gêr vrasañ enni. E-touez ar c’hêrioù bras all emañ Douai, Kassel, Dukark, Hazebroek ha Belle (Bailleul). Rannet e vez e daou gorn-bro : ar Westhoek ha Flandrez romanek.

Emañ ar Westhoek, pe arvor Flandrez, etre ar stêr Leie (Lys e galleg) ha Mor an Hanternoz.

Emañ Flandrez romanek er c’hreisteiz d’ar stêr Leie, en-dro da gêrioù Lille ha Douai.

Bevennoù kontelezh Flandrez, da vareoù zo, a yae pelloc’h er c’hreisteiz, gant douaroù en-dro da Valenciennes.

Ar yezhoù

E Flandrez Frañs e komzer div yezh a-gozh. D’ar mare ma voe ar Franked o vont war-raok war-zu ar c’hornôg hag ar c’hreisteiz e voe diazezet an harzoù etre ar yezhoù germanek ha romanek. Er biz e komzed flandrezeg hag er mervent pikardeg. War-gil eo aet ar vevenn etre ar yezhoù abaoe ar Grennamzer. Hiziv an deiz ne gomzer flandrezeg nemet er Westhoek.

Liammoù diavaez