Gwerc'hded : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: fa:باکره
D Robot ouzhpennet: scn:Virginità
Linenn 78: Linenn 78:
[[pt:Virgindade]]
[[pt:Virgindade]]
[[ru:Девственность]]
[[ru:Девственность]]
[[scn:Virginità]]
[[simple:Virginity]]
[[simple:Virginity]]
[[sv:Jungfru]]
[[sv:Jungfru]]

Stumm eus an 15 Gen 2008 da 20:56

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ar gwerc'hezed, livadur gant Gustav Klimt, 1913 .

Ar werc'hded (pe gwerc'hted) eo an anv a roer da stad an dud n'o deus ket anavezet c'hoazh an embarañ. Met peogwir n'eo ket termenet strizh adalek pegoulz e paouezer da vezañ gwerc'h e vez lavaret gant lod e paouezer da vout gwerc'h adalek ar c'hentañ ober reizhel.

Ouzhpenn ster fizikel ar ger ez eus ivez ur ster relijiel, stag ouzh ar glanded, enebet ouzh al loustoni, loustoni ar pec'hed er relijion gristen.

Un dalvoudegezh en arc'hant he deus gwerc'hded ar merc'hed e kevredigezhioù zo, evel e broioù muzulmat zo: stag eo ar werc'hted, an eured, hag an argouroù.

Dre astenn-ster e c'haller implij ar ger evit ober anv eus tud pe traoù ha n'int ket bet louzet.

Gwerc'hted ar c'horf

Gant ar baotred

N'haller ket anataat en un doare fizikel gwerc'hded ar baotred. Peurvuiañ e lavarer eus ur paotr eo gwerc'h keit ha ma n'en deus ket arnodet un darempred reizhel. Dre ma n'eo ket anataet n'eo ket prizet kement ha gwerc'hted ar merc'hed.

Gant ar merc'hed

Gwerc'hted ar merc'hed zo anataet gant al lienenn-gourz, pe himen, ar groc'henenn a stank ar gouhin, hag a vez drailhet da vare an embarañ kentañ peurvuiañ.

Ar werc'hted er gevredigezh hag er relijion

Meizad ar werc'hted a vez prizet kenañ e metoùioù zo, kevredigezhel pe relijiel. Hervez o gizioù eo ret chom gwerc'h betek deiz an eured. Kement-se a oa gwir en holl sevenadurioù meur, betek ma c'hoarvezas an hilastaliñ, e Europa hag Amerika er bloavezhioù 1960. Chom a ra gwir er bed muzulman, er gevredigezh hindou, e kevredigezhioù henvoazel Afrika.

Er gevredigezh ma'z eo disteraet talvoudegezh ar briedelezh avat ne daoler ket pled nemeur ken eus ar werc'hted ken.

Menegoù el lennegezh vrezhoneg

      • Demat dac'h, berjerenn, mesaerez deñved
      • N'ouzon penaos 'hallet miret aze'r werc'hded


An daou vreur, Gwerziou Breiz Izel, levrenn gentañ pajenn 198, Fañch an Uhel

Levrioù