Kingisepp : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ar:كينغيسيب
Linenn 8: Linenn 8:
[[Rummad:Kêrioù Oblast Leningrad]]
[[Rummad:Kêrioù Oblast Leningrad]]


[[ar:كينغيسيب]]
[[cu:Кингисеппъ]]
[[cu:Кингисеппъ]]
[[de:Kingissepp]]
[[de:Kingissepp]]

Stumm eus an 1 Gen 2008 da 19:10

Kingisepp (Rusianeg : Кингисе́пп, gwechall Yamburg (Я́мбург)) ha Jaama (Я́ма), a zo ur gêr en Oblast Leningrad, Rusia, war ribloù ar stêr Luga emañ lec'hiet, 137 km war-du ar c'honôk eus Sankt Peterbourg, 20 km war-du ar reter eus Narva ha 49 km war-du ar su eus Pleg-mor Finland. 50,295 annezad he-deus hervez kontadeg 2002.

Meneget e oa bet ar gêr evit ar wech gentañ e 1384 pa savas Republik Novgorod ur c'hreñlec'h enni.Yama pe Yamsky Gorodok a galvas-hi anezhi hervez ur meuriad finek a veve er vro. Div wech e talc'has ar c'hreñvlec'h ouzh ar Varc'hegourien Deudonek e 1395 hag eus 1444 a 1448. Da Sveden e voe roet e fin Brezel Livonia met da Rusia e voe adroet 12 blovezh diwezhatoc'h, e 1595. Goude Feur-skrid Stolbovo e tremenas da Sveden adarre.

Ad aloubet e voe gant Rusia e 1703 e-pad Brezel Bras an Norzh ha da Jamburg a voe kemmet hec'h anv. Pemp bloiaz goude-se e roas Peter Meur ar gêr da Alexander Menshikov, duk Ingria. Hec'h anv allamanek a viras ar gêr betek 1922 pa gemmas ar volcheviked anezhañ da enoriñ Viktor Kingissepp, ur penn kommunour estoniat.