Kuzul Sevenadurel Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 19 Gen 2006 da 10:16

Kuzul Sevenadurel Breizh


Ar c'huzul Sevenadurel Breizh a zo ganet diouzh sinadur Karta Sevenadurel Breizh e 1977. Liammet dre kenemglev gant ar rannvro Breizh, ar c'huzul sevenadurel a labour war a pemp departament ( rannvro melestradurel ha Liger Atlantel). Bez zo ennañ: 2 dileuridi ar c'huzul armerzhel ha sokial 15 dileuridi ar pemp kuzul departamant Breizh 10 dileuridi ar c'hêrioù brasoc'h evit 30 000 annezeien (2 dre zepartamant) 4 pennrenerien skol-veur (Roazhon 1, Roazhon 2, Naoned, Brest) 1 dileuriad Skol-Uhel Ar Vro 1 dileuriad an Ajañs Sevenadurel Breizh 4 den brudet ha barrek war ar vuhez sevenadurel 56 kervredigezhioù ha kevreadoù war tachennoù ar Brezhoneg, ar Sonerezh, an Dans, ar C'hoarioù hengounel, ar Mediaoù pe an Arzoù Plastek, bodet e vez neuze tost 10 000 den, da skouer Diwan, Dihun et Div yezh, Skol An Emsav, Skol Ober, Stummdi, DAO, Bodadeg ar Sonerion, Kendalc'h, War 'l leur.


Palioù

Labourat a ra evit anaoudegezh sevenadur Breizh ha ledanoc'h evit al liesdoare sevenadurel, digoradur hag an eskemmoù etre-sevenadurel e Breizh, e Bro-C'hall, en Europa hag e Bed a bezh. Ober a ra al liamm etre an dilennidi hag ar bed kevredigezhel war teuliadoù sevenadurel pouezhus (kelennadurezh ar brezhoneg, ...). Hetiñ a ra ar c'hKSB adkempouezadur budjetoù sevenadurel ar Stad davet ar rannvroioù pe c'hoazh peurwiriekadur feurioù-skrid etrevroadel evit gwirioù sevenadurel ha yezhel gant Stad Bro-C'hall. [cheñch]

Oberiantizioù

Ober a ra ar C'hKSB war-dro pevar ahel: ul lec'h evit eskemmañ titouroù ha kenaozañ etre an dilennidi hag ar c'hoarierien sevenadurel eo, degemmenour c'hoant strollel ar bed sevenadurel eo e-kichen ar bobl hag ar melestradurezh ha kinnig mennozioù evit politikerezh sevenadurel e Breizh, e komisionoù diabarzh, sevel a ra danvezioù evit an diorroadur sevenadurel, skoazell a ra intruduoù e-kichen azgoulennoù a-zivout.

Kemer a ra perzh e Nevez amzer ar Brezhoneg hag aozañ a ra e Skol-Veur Hañv. Ober a ra studioù diwar diorroadur ar selled ha kleved e Brezih. Ken embannet en deus al levr Livre Blanc Une culture bretonne pour le XXIe siècle, hag embannet al levr Livre Noir de l'enseignement du Breton pe c'hoazh Annuaire des dessinateurs de Bretagne. Aozañ a ra oberoù davet ar re yaouank : Skol-Veur Yaouankiz Breizh (gant ar c'huzul rannvro Breizh) abaoe 2000 : sevenadur, diorroadur lec'hel ha rannvroel, teknologiezhoù nevez, ... e stumm breudoù, stalioù-labour, sonadegoù, emgavioù yaouankiz Breizh devezhioù stummadur. Krouet en deus Tiez Hor Bro. Stign Breizh ar Burev European evit ar yezhoù nebeutoc'h skignet eo, ha kemer a ra perzh pep blaoz e devezh European ar Yezhoù. Kemer a ra perzh ivez e [[Emgav ar yezhoù ha sevenadurioù ranvroel pe bihanniver hag a bod pep bloaz tud e karg ar sevenadur eus un degad rannvroioù. Iaozañ a ra breudoù ha kollokoù war ar yezhoù bihanniver. [cheñch]

Da wellet ivez

Appel: "La Bretagne, c'est la vie" [cheñch]

Liamm

lec'hienn ofisiel