Keginañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D rv vandalisadenn
D krouiñ rummad
Linenn 2: Linenn 2:




Ar c'h-'''Keginañ''', pe ar c'h-'''Cuisine''', a so an [[arz]] hag an teknik da aosañ boued ewid magañ an dud.
Ar '''C'heginañ''', eo an [[arz]] hag an teknik da aozañ boued evit magañ an dud.


Ar c'h-cuisine a zeskriv pratikamant penaos dibabañ ha prenañ an danvezioù implijet ewid aosañ ar [[pred]], penaos prepariñ anehe, pezh-sort benwegi implijañ, an doareoù-poazhañ, ha modoù a-beb-sort ewid diskouez brawoc'h ar pladoù.
Ar c'h-cuisine a zeskriv pratikamant penaos dibabañ ha prenañ an danvezioù implijet ewid aosañ ar [[pred]], penaos prepariñ anehe, pezh-sort benwegi implijañ, an doareoù-poazhañ, ha modoù a-beb-sort ewid diskouez brawoc'h ar pladoù.
Linenn 31: Linenn 31:
{{LabourAChom}}
{{LabourAChom}}


== Gweled iwe ==
== Gwelet ivez ==
* Ar c'h-[[Cuisine Breizh-Isel]]
* Ar c'h-[[Cuisine Breizh-Isel]]

[[Rummad:Keginañ]]

Stumm eus an 9 Gen 2006 da 17:41


Ar C'heginañ, eo an arz hag an teknik da aozañ boued evit magañ an dud.

Ar c'h-cuisine a zeskriv pratikamant penaos dibabañ ha prenañ an danvezioù implijet ewid aosañ ar pred, penaos prepariñ anehe, pezh-sort benwegi implijañ, an doareoù-poazhañ, ha modoù a-beb-sort ewid diskouez brawoc'h ar pladoù.

Aosañ ar prejoù

Dibabañ, produiñ ha prenañ boued

Restr:290px-Kueche2.jpg
Ur gujun

Ar mod da geginañ a zepant deus ar c'heginour, deus an dañvezioù disponibl, ha c'hoazh deus boasioù hag obligaçionoù kulturel, medikal ha relijïel.

Ewid ur boued boud implijabl, emà red dehañ boud aes da gavoud ha marc'had-mad a-walc'h.

Pewgwir e tebr un den ewid é blijadur ha n'ew ked ewid bewiñ ha kreskiñ hebkén, emà red d'ar boued boud saourus a-walc'h, pezh a chañch herwez ar vro hag ar gevredigezh. Debriñ, ouzhpenn-se, a so un akt soçial, setu ne vo ket debret gant tud-so sortoù-boued-so, abalamour d'ou imajoù fall (eol kolza dibaoe ar c'h-Kentañ Bresel-Bed...), padal e vo klasket gant tud all traoù rar ha ker (ar foie-gras pe ar c'haviar) pe c'hoazh traoù aoset gant kals à ijin ha diskouezet braw-kenañ war ar plad ha war an daol.

Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet zo bed tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù.

An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù à beb sort : kalite, orijin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar vejetarianed hag ar veganed), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'ar loened, pe ewid preserviñ ar viosferenn (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo à broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all à broteïn-plant).

Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù. E-pad pell, emà bed an disponibilite ar penn-fakteur, – disponibilite e-barzh ar vro kement hà disponibilite e-pad ar mare-bloaz. Ar boasioù hag an teknikoù a so dàed deus ar fakteurioù-se, hà deus pezh-sort dañvez-tan oa (koad, glaou).

Hiziw c'hoazh, ewid an darn vrassañ deus an dud war an douar, e ta ar boued deus jardinoù pe deus ar labour-douar-bewañs, – da lâred ew : deus produksionoù lokal. Variete ar boued a zepant neuse deus biodiversite beb kornad-bro. Ba broioù industrialiset e vez degasset ar boued deus komersioù-tost ha supermarc'hajoù. Kaved e vez produioù fraost, hanter-aoset, pe prest da zebriñ (ne chom ket mui 'med da boazhañ an traoù).

Bremañ pa vez koñvers e-leizh etre ar broioù, e vez kaved frwezh ha legumaj hed-ha-hed ar bloaz, pezh ne oa ked gwezhall-gozh. An dra-se en-deus chañched boasioù-debriñ hà ritoù so. (Da skwer n'eus ked à dalvoudigezh mui ofriñ un aval-orañj ewid Nedeleg - pa vez gwraed aval-nedeleg deus ar frwezh-se ba lec'hioù so.)

Bouedoù so ne vesont ked debret kén, goude fenomenoù-mod, pe dre emaint bed dilesed gant an industri agro-alimentar.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Gwelet ivez