Jack Butler (Jiwarli) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : :''Arabat mesklañ gant ar skrivagner amerikan, gwelet Jack Butler (skrivagner)'' '''Jack Butler''' (4 Mae, 190110 Mae, 1986) oa komzer diwezhañ ar yezh...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 28 Her 2007 da 09:43

Arabat mesklañ gant ar skrivagner amerikan, gwelet Jack Butler (skrivagner)

Jack Butler (4 Mae, 190110 Mae, 1986) oa komzer diwezhañ ar yezh Jiwarli en Aostralia. Gantañ e voe dastumet ar pezh brasañ a ouiomp hiziv diwar-benn ar yezh-mañ.

Mab ur mesaer deñved gwenn anvet Dick Butler hag ur vaouez aborigen anvet Silver e oa. Desavet e voe gant e vamm hag e leztad, Jinapuka, aborigen ivez, en Ullawarra Station ha Glen Florrie Station.

E Glen Florrie Station e kamp an Aborigened e teskas yezhoù ha boazioù dezho o sellout ouzh ar re gozh. Ar jiwarli a blije dezhañ ar muiañ. Deskiñ a reas anezhañ gant Wangki, pe 'Stumpy' evel e oa graet anezhañ gant ar re wenn. Deskiñ a reas ivez ar jurruru hag an thalanyji.

Tremen a reas al lod brasañ eus e vuhez den en oad e Mount Stuart Station e-lec'h ez eas e darempred gant giz-vuhez ar c'hornog. Dimezhiñ a reas gant Molly Ashburton e 1927 ha pevar mab o doe. Mont a reas da vevañ war e leve en Onslow er bloavezhioù 1970 ha mervel a reas e Carnarvon d'an 10 a viz Mae 1986.

Liammoù diavaez