Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar brezel, e voe gloazet [[Frañsez-Mari Laorañs]] en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar 14 a viz Here 1914.
E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar [[Brezel-bed Kentañ]] , e voe gloazet '''Frañsez-Mari Laorañs''' en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar [[14 a viz Here]] [[1914]].


Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an 3 a viz Kerzu 1933, adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar Prefed a oa deuet espres-kaer da Velioneg d'ar 5 aviz Eost 1934. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.
Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[3 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.


E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.
E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv '''Frañsez Laorañs''' en o zouez.


==Ar ganaouenn==
==Ar ganaouenn==
([[kanaouenn]] komzoù hengounel, tapet diwar bladenn [[Gweltaz ar Fur]])
([[kanaouenn]] komzoù hengounel, tapet diwar bladenn [[Gweltaz ar Fur]])


:E-men (p’lec’h) ‘mañ aet [[Frañsez Laorañs]],
:E-men (p’lec’h) ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
:E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
:E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
:E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
:E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
Linenn 48: Linenn 48:
:Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
:Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
:Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!
:Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!

[[rummad:Kanaouennoù brezhonek]]
[[rummad:Brezel-bed Kentañ]]

Stumm eus an 27 Her 2007 da 18:44

E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar Brezel-bed Kentañ , e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar 14 a viz Here 1914.

Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an 3 a viz Kerzu 1933, adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar Prefed a oa deuet espres-kaer da Velioneg d'ar 5 a viz Eost 1934. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien Breiz Atao dont e kêr gant ar polis.

E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.

Ar ganaouenn

(kanaouenn komzoù hengounel, tapet diwar bladenn Gweltaz ar Fur)

E-men (p’lec’h) ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
Aet eo da bell da servij Bro-Frañs. (2 X)
Demat deoc'h-c'hwi ma c'habiten,
Demat deoc'h-c'hwi ma c'homandant.
A Velioneg ‘ oan kaset amañ,
Sañset difenn frontier mem (ma) bro
En arvar gant an Alaman.
Serrit ho peg gant ho parlant,
Lakit hor glaz a wiskamant !
Serrit ho peg, c'hwi, gant ho preg,
Touzit ho penn, dav d'an talbenn !
C'hwi ' vo war-vlein ma rejumant.

* * *

Heñ 'n em gavas ‘n noz diwezhat,
Gloazet e zorn, o koll e wad.
Heñ 'n em gavas a-benn dor ur c'hamp,
Hini hon tud pe enebour ?
Ne gredas ket goulenn sikour !
D’ar Meurzh vintin pa voe kavet,
‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
'Gaoz (’blamour) d'e borpant uniform gall,
'Gaoz d’e barlant 'n hini ar re 'rall (all) ! (2 X)
Arall (estren) e yezh, arall e vro,
‘Vel un treitour, heñ 'zo marv !
Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)
Ha, c'hwi, lârit din mar karit,
Ya, c'hwi, lârit din mar karit,
Gwell 've bet huchal "Bevet Bro-C'hall !"
Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!