Mor-Bihan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: uk:Морбіан
Linenn 105: Linenn 105:
[[sv:Morbihan]]
[[sv:Morbihan]]
[[tg:Департаменти Морбиан]]
[[tg:Департаменти Морбиан]]
[[uk:Морбіан]]
[[vec:Morbihan]]
[[vec:Morbihan]]
[[vi:Morbihan]]
[[vi:Morbihan]]

Stumm eus an 24 Her 2007 da 04:17

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Ardamez ar Mor-Bihan

Departamant ar Mor-Bihan a zo un departamant eus Frañs e Su Breizh.

Melestradurezh

Orin an anv

Pa oa bet krouet departamant ar Mor-Bihan e 1790 e voe darbet dezhañ bezañ anvet Côtes-du-Sud (Aodoù-ar-Su). A-benn ar fin e voe anvet Morbihan diwar anv brezhonek ar pleg-mor a gaver e Su Gwened. Ar Mor Bras a vez graet eno eus ar Meurvor Atlantel hag ar mor-bihan eo al lenn-vor, morlenn pe pleg-mor

Istor

E 1790 eo bet anvet Departamant ar Morbihan an darn-vuiañ eus eskopti Gwened hag ar gêr-mañ a zo chomet he fennlec'h ivez.

Douaroniezh

  • Poblañs : 643 873 annezad (1999)
  • Stankter: 94 annezad/km²
  • Gorread : 6 823 km²

Ur rann eus rannvro Breizh eo ar Mor-bihan. Bevennet eo gant departamantoù Penn-ar-Bed er c'hornôg, Aodoù-an-Arvor er norzh, an Il-ha-Gwilen er reter, al Liger-Atlantel er gevred, hag ar Meurvor Atlantel er su.

Meur a aber a gaver war aodoù ar Mor-Bihan, hag anvet e vezont stêr e bro-Gwened. E-leizh a inizi a zo er pleg-mor en deus roet e anv d’an departamant : Enizenac'h hag An Arzh eo ar re vrasañ anezho.

Er-maez d’an aodoù ez eus pemp enez bras a-walc’h, peder anezho a zo annezet :

Hañv-goañv e vez klouar-tre an hin. Lec’hioù 'zo e-giz Ledenez Kiberen pe ar Gerveur a zo brav-eston o hin (mikro-hin).

Brezhoneg

Niver a vrezhonegerion :

  • ouzhpenn 48 000 brezhoneger en tu-hont da 18 vloaz en departamant-mañ (diwar an enklask Etude de l'histoire familiale savet gant INSEE e 1999)
  • 3183 skoliad a oa er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg en distro-skol 2005 :
    • 451 skoliad er skolioù Diwan e-barzh 6 skol hag ur skolaj ;
    • 1803 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh kristen ;
    • 929 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh stad.
  • 36 kumun a zo ur skol divyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo skoliataet en div yezh er c'hentañ derez. [1]

Gwelet ivez

Liammoù diavaez